|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
Dider, 2002-01-16 14:19:14 Demat d'an holl Ar wech gentan e skrivan war ar forum-man. N'on ket re vat mat va brezhoneg. Ma digarezit. Emaon o klask poziou ur ganaouen am eus klevet alies gant ma zud : Ar feiz an tudou (?) kozh Ni ar baotred Breizh Izel Ni a zalc'ho mat atav Kentoc'h ni a varv Kentoc'h ni a varv ha da heul... n'ouzon ket... Ha pezh emaon o klask aman. Piv a responto din ? Trugarez ha kenavo Dider Re: kan Frańsoaz Lermen, 2002-01-16 14:51:59 Setu ar pezh am eus kavet war http://perso.wanadoo.fr/per.kentel/ Da feiz hon tadoł kozh, ni paotred Breizh-Izel, ni zalc'ho mat atav 'Vit feiz hon tadoł kozh, hag en-dro d'he banniel, ni holl en em stardo Feiz karet hon tadoł, morse ni n'ho nac'ho, kentoc'h ni a varvo Kentoc'h ni a varvo, kentoc'h ni a varvo D'ar c'houadur bihan, e kichenig e gavell E lakait ur vamm vat, en deiz evel en noz Er boan hag en anken, hi a daol buan ur sell War groaz santel Jezuz, he sońj er baradoz D'ar paotr, d'ar plac'h yaouank, c'hwi ziskouez hent ar furnez C'hwi lavar : "It gantań, hep krenań dirak den Bezit, tud yaouank Breizh, bezit e-pad ho puhez, Atav gwir gristenien, treitourien birviken !" D'an den kozh, gwenn e benn, e korn an tan azezet O skuilh daeloł a geuz war e amzer gentań War-lerc'h kalz a boanioł, c'hwi lavar, Salver karet, Er baradoz e vo eürusted evitań D'an den diwar ar maez, kenkoulz ha d'an den a vor C'hwi a ro nerzh-kalon da stourm er boan atav Gouzout a reont, en neńv e kavint holl dor zigor : Ar vuhez vo bet tenn ; d'an drubuilh, kenavo ! Ar galon FL Re: kan jean-louis, 2002-01-16 15:45:21 Gwechall m' eus kanet alies "Da feiz hon tadoł kozh" en ilizioł Bro-Leon. A galon Jean-Louis Re: kan ENOGAD, 2002-01-18 11:34:33 Gwir eo n'eo ket difazi ho skrid, met dre skrivan ne c'hall ket gwashaat. Anat eo din eo komzoł (distummet un tamm mat) ar c'hantik DA FEIZ HON TADOU KOZH a venegit aman, kantik brudet e-touez katoliked Leon. |
|