Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

Tud sot an MRB

2001-2002
Tud sot an MRB
Trawalc'h, 2002-01-08 17:15:20
Salud d'an holl,

M'ho p' eus c'hoant c'hoari un tamm e c'hellit mont war forom an MRB ("Mouvement Régionaliste de Bretagne") (www.mr-bretagne.org). An dud-se, difennourien vras hor bro hag hor yezh, hervez ar pezh a lavaront, n'int ket gwall blijet gant ar brezhoneg, war a seblant : div gemennadenn da nebeutań (unan gant "Nevenoe" hag unan all ganin-me) 'zo bet distrujet. O fazi vezhus : Komzoł lous ? Neket. Kunujennoł ? Neket. Kalz gwashoc'h c'hoazh : e brezhoneg int bet skrivet !!! Feuket int bet, war a seblant, gwelout tud o kemenn etrezo en ur yezh a ne gomprennont ket, a zo dres yezh ar vro...Diaes da lonkań evit ur strollad ken tomm evit hor bro hag hor yezh...
Setu ar pezh a ginnigan deoc'h : "trevadenniń" pe "aloubiń" o forom, kemenn hep kunujenniń piv ma vefe, komz e brezhoneg hepken avat. Diaes e vo da welout kement a dud kemenn en ur yezh e tifennont, war a lavaront, ha n'int ket barrek d'he c'homprenn avat. Ur gentel vihan...

A-benn bremaik marteze...

Trawalc'h !

Re: Tud sot an MRB
Gwenael, 2002-01-08 21:07:49
Ne fell ket din komz eus politikerezh war foromoł Kervarker setu ne lavarin nemet daou pe dri zraig:
- aet oan d'ober un dro war lec'hienn MRB ha gwelet em boa penaos Nevenoe (me 'sońje din e oa marv Roue Breizh pell zo ;-) en doa lavaret ne oa ket Bretoned eus tud MRB pa ne ouient ket brezhoneg. Un tammig bugelel, n'eo ket?
- pa ne ra ket ar strollad-mań-strollad gant ar brezhoneg, perak serriń an nor dezhań ken buan ?
- Gwasho'h zo bet nevez zo etre strolladoł Breizh war ar genrouedad pa 'z eo bet taget vil lec'hienn Adsav gant Emgann.Pelec'h emań ar gwir da gomz hag an demokratiezh? Daoust ha n'eo ket bras a-walc'h an dud en em gav war lec'hienn adsav evit barn mennozhioł ar strollad-se?
Me n'on ezel eus strollad ebet, na breton na "gall" na rusian (;-) met plijet e vezan pa c'hellan bezań kelaouet gant an holl, eus an tu kleiz pellań d'an tu dehoł pellań. Bras a-walc'h on, a gav din, evit kemer ar pezh a gavan mat evidon, ma familh, ma bro hep dalc'hen kont eus liv ar strollad pe al lec'hienn.
Un draig c'hoazh: ur forom, ur yezh, setu ur reolenn fur, degemeret gant kervarker, da skouer :-)
Hag evit echuiń, perak "Nevenoe", perak "Trawalc'h". Anvioł ho peus, moarvat? ;-)
A wir galon gant an dud digor o spered.
Gwenael Emelyanoff

Re: Tud sot an MRB
Trawalc'h !, 2002-01-09 19:00:04
A-du on evit lodenn vrasań ar pezh a lavarit.
A-du on dreist-holl gant emzalc'h Nevenoe. Ne ran ket foutre ma z' eo ranket strollad-mań-strollad a du dehou, a du kleiz, a du dehou pellań pe a du kleiz pellań...Droch penn-da-benn eo koulskoude evit tud en em zistouez evel difennourien ar brezhoneg bezań divarrek o-unan d'e implij, d'e gompren zoken...D'am meno e c'heller goulenn grońs muioc'h da dud em lavar bezań difennourien ar yezh, danvez blenierien ar stourm pe ar vro zoken, eget da Yann Vreizhad memestra. An dra-se ma vefe evit an MRB, Emgann pe Adsav...N'eo ket ur gudenn bolitikel, ur gudenn a skiant vat, setu tout...

D'ar c'hentań tro

Trawalc'h !

Re: Tud sot an MRB
Gwenael, 2002-01-09 23:07:11
Gwir eo on bet souezhet alies gant an dud pe ar strolladoł breizhat a embann o c'harantez evit ar brezhoneg hep ober an disterań striv d'e zeskiń. Met gwell c'hoazh an dud-se eget ar re zo enep ar yezh ;-)
A wir galon.
Gwenael E.

Re: Tud sot an MRB
Trawalc'h, 2002-01-13 18:53:06
Trugarez vras da Wenael ha da Frańsoaz Lermen evit o c'hentelioł fur hag evezhiek...
Da Wenael e respontfen, pa lavar "gwelloc'h eo c'hoazh an dud-se eget ar re a zo a-enep ar yezh", ez eo un tamm gwan, d'am meno, evit strolladoł sańset difennourien hor yezh hag hor bro...Gwelloc'h eo? En em c'houlenn a ran an dra-se...Ar jakobined a-vicher, enebourien ofisiel ar brezhoneg, a ra, da nebeutań, o micher...Ne c'hortozan ket digant J.P. CHEVENNEMENT pe digant paotred al "Libre Pensée" ma kanfent e pep degouezh ar vBro Gozh va Zadoł...N'eus forzh penaos, n'eo ket abalamour da CHEVENNEMENT ha ne c'heller ket implij ar brezhoneg e metoł breton sańset, abalamour da "ceux-qui-ne-peuvent-pas-parler-breton-parce qu'ils-n'ont-pas-le-temps-de-l'apprendre-ou-ne-sont-pas-doués-pour-les-langues-et-donc-pour-qui-il-faut-parler-franēais" ne lavaran ket...
Trugarez vras dreist-holl da Frańsoaz Lermen evit he c'hentelioł, evit he difaziadennoł dreist-holl. Moarvat e rankfed pleustriń muioc'h c'hoarioł speredek el "Lanv"...Ne bouezin ket re war ar fazioł un tamm aes da bismigań : fazioł a sell ouzh ar c'hemadurioł pe an displegadurioł e komprenan...Fazioł evel "kompren"/"komprenn": fazioł evit gwir pe fazioł dre zievezh ? Erfin, papout a raer ar pezh e c'heller...En em c'houlenn a ran memestra ma rit a-ratozh kaer pe ma rit van da zroukveskań ha da chom hep kompren an diforc'h a zo etre pismigań gallegerien ha n'o deus bolontez ebet da zeskiń ar brezhoneg ha pismigań tud a zesk ar brezhoneg hag a zo izel c'hoazh o live, ar pezh a vefe droch evel-just...Pe c'hoazh, henn adlavarout a ran, an diforc'h a zo etre Yann Vreizhad hag an hini en em ziskouez evel bleiner ar stourm..."Dismegańs" 'm eus lennet, me 'gred ? Evit ar re a vrabańs e-giz " 30, 40, 50 de militantisme, mon p'tit gars", ha n'o deus ket bet c'hoazh ar menoz da zeskiń ar brezhoneg ? Ya 'vat, dismegańs eus evito !!!Evidon ez eo pouezusoc'h kement den dianavez en deus graet ar striv da gregiń abaoe 6? 8 miz pe 1 bloaz, hag a gomz dija un tamm brezhoneg. Da lenn ac'hanoc'h e vefe e Breizh pe e metoł "emsavel", war a seblant, daou rummad tud: ar re a oar ar brezhoneg hag ar re a zesk anezhań...Disońjal a rit ez eus ivez ha dreist-holl tud ha n'o deus biskoazh graet, ha ne raint biken, an disterań striv. A-benn ar fin, ne rafen ket foutre mo defe an dud-se interest diskleriet ebet evit dazont Breizh hag ar brezhoneg. Pa 'z int tud sańset "strourmerien", n'eo ket ar memes tra, evidon...En ur nac'hań d'ober un diforc'h etre a zesk hag ar re ne reont striv ebet (ret eo bezań jentil gant an holl dud moarvat) ez oc'h direizh evit ar re gentań. A-benn ar fin, m'o do ar re ne reont striv ebet ar memes azaouez hag ar memes spletoł, perak 'ta skuizhań en ur ober seurt strivoł-se ? Plijet on bet, dreist-holl, en ur lenn: "met perak chom hep treiń evito o zestennoł, evel-se e vo un tamm brezhoneg war o lec'hienn...". Pet gwech 'm eus klevet "tu ne pourrais pas me traduire ceci...tu ne pourrais pas m'écrire cela en breton... Penaos ez a en-dro ar jeu er metoł-se ? pep strollad en deus "e" vrezhoneger a labour evit evit reiń ul liv brezhonek d'ar pezh a zo e gwirionez gallek penn-kil'ha-troad. Rener ar strollad a c'houlenn d' "e" vrezhoneger d'ober al labour-se. D'am meno ez eo ret kentoc'h d'ar rener-se, m'en deus un dra bennak da lavarout e brezhoneg, da zeskiń e-unan ar yezh-se, ha neuze da skrivań pe lavarout e-unan an dra-se e brezhoneg. Ma ra ar striv-se met n'eo ket barrek a-walc'h d'henn ober, e c'hell gortoz un tamm a-raok da vleniań e strollad...
En em c'houlenn a ran perak n'oc'h ket barrek d'ober an diforc'h-se. Peogwir oc'h sot ? Ne gredan ket. Marteze ez eo re ziaes dibab e goustiańs kentoc'h da feukań e vignoned galleger...

A galon,

Trawalc'h !

Re: Tud sot an MRB
Frańsoaz Lermen, 2002-01-10 21:09:47
Aet on me ivez da deurel ur sell war www.mr-bretagne.org kement ha gwelout piv eo tud MRB, anezho "danvez-blenierien ar stourm pe ar vro zoken" hag int, a-hervez, displijet gant ar brezhoneg. Ne lavarin ket petra a sońjan diwar o fenn rak evel Gwenael ne vennan ket komz eus politikerezh war foromoł Kervarker. Diwar-benn ar yezh, avat, e lavarin ma sońj hep klask tro d'am c'homzoł.

Evit pe abeg ez eus bet diverket div gemennadenn? N'oufen ket hen lavarout pa n'em eus ket bet tro d'o lenn. N'eo ket bet ur gwall goll emichańs rak lavarout ez on bet plijet gant ar re n'int ket bet diverket ne vefe ket sur-mat lavarout ar wirionez. Petore fazi mezhus (ha neket "vezhus" rak gourel eo "fazi") a zo ganto? Sklaer hag anat eo: skrivet int en ur brezhoneg hag a lakafe Nevenoe - an hini gwirion evel just - da sachań e vlev eus e benn gant ar ranngalon ma tichańsfe dezhań addont a varv da vev!!!

Evidon-me, avat, n'eo ket gant fazioł "Nevenoe" ha "Trawalc'h" emań an dalc'h, daoust pegen diaes e kavan a-wechoł gwelout tud 'zo o tistresań ar brezhoneg war zigarez e zifenn. Met yaouank-flamm int, da varn diouzh an anvioł bet dibabet ganto, ha tomm ouzh (ya, "ouzh" ha neket "evit") hor bro hag hor yezh. Mann nemet en abeg da se ne fell ket din o zagań en un doare re zizamant. Ha goūt a-walc'h a ouzon, diwar skiant-prenet (bet paeet a-wechoł ker-ruz ganin), ne vez ket desket ur yezh dre vurzhud, daoust d'ar pezh a vez kontet diwar-benn an Tad Maner bet desket brezhoneg gantań en ur ober un eizhtez bennak.

Hiziv-an-deiz n'eus ket mui a vurzhudoł hag ar vrezhonegerien deut a-benn da zeskiń yezh ar vro hep sikour ar galleg n'int ket sur-mat gwall niverus. Setu perak on bet feuket gant emzalc'h diboell "Nevenoe" ha "Trawalc'h", aet o revr ganto war o chouk ha tan ar brezel en o bouzelloł goude ma oa bet goulennet diganto - neket chom hep skrivań e brezhoneg (pezh a gavfen me ivez euzhus, anat eo) - met ober un droidigezh c'hallek eus o c'hemennadennoł evit ma vijent komprenet gant an holl ("kompren" a vez skrivet gant un "n" hepken mar plij).

Krediń a ra dezho, marteze, o deus bet an holl Vretoned an eurvad da vezań bet desavet e yezh o bro? Ha disońjet eo bet gant hon daou vignon an amzer ma oant-int ivez divarrek da zistagań pe da gompren zoken an disterań komz vrezhonek? Ha koulskoude ne zlefe ket bezań re bell an amzer-se, da varn diouzh doare o c'hemennadennoł!!!

Da biv e tlefe neuze bezań roet ur gentel? D'ar re a c'houlenn en un doare seven un droidigezh e galleg en ur zisplegań o deus poan o lenn brezhoneg (pezh na dalv ket da lavarout ne strivont ket d'e zeskiń)? Pe d'ar re a respont en un doare rok ha dismegańsus en ur zisońjal e oant-int ivez divrezhonek n'eus ket gwall-bell 'zo hag e vefe chomet ar brezhoneg ur yezh estren evito ma ne vije ket bet roet dezho displegadurioł e galleg?

Ha piv eo gwellań difennourien ar brezhoneg? Ar re a grańch o fae hag o c'hasoni war ar galleg en ur brezhoneg hag a lakafe meur a hini da goll pep fiziańs e dazont hor yezh? Pe ar re a ra disoursi gant ar galleg evit brudań ar brezhoneg ha displegań tra pe dra d'an dud o teskiń hor yezh pe c'hoant ganto he deskiń? Hep ankouaat evel-just ar re a ro dezho tu d'hen ober war lec'hiennoł evel Kervarker :-)

Mat e vefe da "Nevenoe" ha da "Drawalc'h" prederiań un tammig war an doare gwellań da zifenn ar brezhoneg ha d'e lakaat da vont war-raok rak evit ar mare _n'eo ket_ sklaer o sońjoł (ya 'vat, "n'eo ket" ha nann "n'int ket" evel ma skriv "Nevenoe").

War ur poent koulskoude emaon a-du gant "Nevenoe". Kavout a ra din n'eo ket trawalc'h treiń e galleg ar c'hemennadennoł skrivet e brezhoneg. Mat e vefe ivez treiń e brezhoneg ar re a vez skrivet e galleg. Marteze ne vo ket graet seurt labour gant tud MRB met "Nevenoe" ha "Trawalc'h" a c'hellfe hen ober. Un doare dispar d'en em varrekaat war ar yezh hag ivez da reiń ur gentel da dud MRB ha da ziskouez dezho hent ar skiant vat hep ma vefe ret sevel un arme evit mont da "drevadenniń" pe da "aloubiń" o forom ;-)
Ha ma tegouezh ganto bezań nec'het gant un dra bennak en o labour-treiń, ne vo ket diaes dezho diskoulmań ar gudenn. N'o deus ken 'met mont d'ober un tamm tro war foromoł Kervarker hag e kavint atav brezhonegerien ampart hag a youl vat prest da reiń skoazell dezho :-)

A galon

FL

Re: Tud sot an MRB
Gwenael, 2002-01-10 22:43:21
Frańsoaz Lermen a skrivas:
> Ha goūt a-walc'h a ouzon,
> diwar skiant-prenet (bet paeet a-wechoł ker-ruz ganin), ne
> vez ket desket ur yezh dre vurzhud, daoust d'ar pezh a vez
> kontet diwar-benn an Tad Maner bet desket brezhoneg gantań en
> ur ober un eizhtez bennak.
--------
Nebeutoc'h ma kredan ar pezh oa bet taolennet gant Yan d'Argent hag a c'heller gwelet en iliz-veur Kemper. Me, avat, n'am eus ket bet kement a chańs hag an tad Maner met plijadur am eus bet o teskiń brezhoneg, ha chom a ra traoł da zeskiń ha plijadur da gaout.
A wir galon.
Gwenael E.

Re: Tud sot an MRB
Dominig, 2002-01-13 11:32:11
Tudoł,

Pa n'on ket bet o welet petra zo da lenn war ar forom a zo anv dioutań en ho pennadoł e kavan gwell chom hep reiń ma sońj, ne zegasfe mann ebet.
Petra bennak eo diaes gouzout a-wechoł piv zo a-du gant ar brezhoneg pe a-eneb - n'eo ket trawalc'h embann e vezer tomm ouzh ar yezh hep ober an disterań tra evit diskouez e youl vat e kav din eo mont re bell ivez diouzh an tu all krediń e yelo an holl vretoned war ar brezhoneg gant un emzalc'h ken dichek. A-du emaon gant FL pa lavar e vefe nebeut a dud o c'houzout brezhoneg ma ne vefe ket kelennet dre ar galleg.

Re: Tud sot an MRB
Frańsoaz Lermen, 2002-01-15 00:24:59
Trawalc'h a skrivas:

«En em c'houlenn a ran memestra ma rit a-ratozh kaer pe ma rit van da zroukveskań ha da chom hep kompren an diforc'h a zo etre pismigań gallegerien ha n'o deus bolontez ebet da zeskiń ar brezhoneg ha pismigań tud a zesk ar brezhoneg hag a zo izel c'hoazh o live, ar pezh a vefe droch evel-just...»
--------------------------------------
FL: En em c'houlenn a ran d'am zro hag-eń ne rit ket van, a-ratozh-kaer, da chom hep kompren ar pezh am eus skrivet!
Morse n'em eus rebechet deoc'h pismigań an dud a zo o teskiń brezhoneg hag a zo izel c'hoazh o live. Chom hep reiń skoazell dezho gant un droidigezh pe un displegadur bennak e galleg ne lāran ket. Sońjal a ran amań e Nolwenn hag a skriv war forom MRB: "J'ai 21 ans et je lis mal le breton..." Evit doare he deus graet Nolwenn ur striv bennak pa 'z eo deut a-benn da lenn un tammig brezhoneg. Evit pezh a sell ouzh aozerien ar c'hemennadennoł all, bet skrivet ivez e galleg, e c'houlennan ouzhoc'h: Piv a lavar deoc'h ez eus anezho "gallegerien ha n'o deus bolontez ebet da zeskiń ar brezhoneg"? Mat e vefe hen gouzout a-raok pismigań, ne gav ket deoc'h? Bezet pe vezet, n'eo ket gant emzalc'h rok "Nevenoe" e vo roet kalon da Nolwenn da vont pelloc'h war studi ar yezh na c'hoant d'ar re all da stagań ganti.
--------------------------------------

«Trawalc'h: Pe c'hoazh, henn adlavarout a ran, an diforc'h a zo etre Yann Vreizhad hag an hini en em ziskouez evel bleiner ar stourm...»
--------------------------------------
FL: Krediń a rit da vat ez eus eus tud MRB "blenierien ar stourm", pe "danvez-blenierien ar vro zoken"??? Ar gwir ho peus evel-just da grediń pezh a garit ha da lavarout ho sońj. Met goude bezań gwelet o lec'hienn e kavan-me kalz aesoc'h krediń en Tad Nedeleg eget krediń emań dazont Breizh etre daouarn tud MRB!!!
--------------------------------------

«Trawalc'h: "Dismegańs" 'm eus lennet, me 'gred ? Evit ar re a vrabańs e-giz "30, 40, 50 de militantisme, mon p'tit gars", ha n'o deus ket bet c'hoazh ar menoz da zeskiń ar brezhoneg ? Ya 'vat, dismegańs eus evito !!!»
--------------------------------------
FL: Nevez 'zo 'm eus lennet ne oa ket bet desket brezhoneg gant Per Loquet, kadoriad Skoazell Vreizh, war zigarez n'en devoa bet morse amzer d'hen ober. Souezhet-mik on bet hag ivez hegaset ha dipitet gant seurt disklźriadur. Koulskoude ne c'hellan ket lavarout em eus dismegańs evit Per Loquet. Ha daoust ma teuas kerkent war c'horre ma spered ha war veg ma zeod flemmus ar c'hrennlavar "Biskoazh digarez ne vankas da zidalvez", ne gredan ket e gwirionez ez eus anezhań un den didalvez.
--------------------------------------

«Trawalc'h: Da lenn ac'hanoc'h e vefe e Breizh pe e metoł "emsavel", war a seblant, daou rummad tud: ar re a oar ar brezhoneg hag ar re a zesk anezhań...Disońjal a rit ez eus ivez ha dreist-holl tud ha n'o deus biskoazh graet, ha ne raint biken, an disterań striv.»
--------------------------------------
FL: Gouzout mat a ran n'eus ket daou rummad tud hepken e Breizh. Ha n'eo ket da c'houzout ganin ez eo kalz stankoc'h an dud n'o deus graet biskoazh an disterań striv da zeskiń brezhoneg eget ar re a bleustr d'e zeskiń. Met seblantout a ra din a-wechoł ez eus er "metoł emsavel" daou rummad tud: ar re a ra un dra bennak hag ar re a bismig ar pezh a vez graet gant an dud a ra un dra bennak!!!
--------------------------------------

«Trawalc'h: En ur nac'hań d'ober un diforc'h etre a zesk hag ar re ne reont striv ebet (ret eo bezań jentil gant an holl dud moarvat) ez oc'h direizh evit ar re gentań.»
--------------------------------------
FL: Badaouet on bet gant ar frazenn "ret eo bezań jentil gant an holl dud". Ar wech kentań eo din lenn kement-se a-zivout un dra bet lavaret pe skrivet ganin rak biskoazh (hen touiń a ran!) n'eus bet diskred warnon da vezań jentil! Na da vezań "direizh" kennebeut rak mar goufec'h pegeit amzer am eus tremenet (hag a dremenan c'hoazh) o reiń skoazell da dud hag a striv da zeskiń brezhoneg ne gomzfec'h ket sur-mat evel-se. Nemet ha direizh e vefec'h-c'hwi evel-just...
--------------------------------------

«Trawalc'h: Plijet on bet, dreist-holl en ur lenn: "met perak chom hep treiń evito o zestennoł, evel-se e vo un tamm brezhoneg war o lec'hienn...".»
--------------------------------------
FL: Distresań a rit ma c'homzoł! Marteze n'hen grit ket a-ratozh-kaer, met ret eo din koulskoude lakaat an traoł war o reizh:
N'em eus ket kinniget deoc'h treiń testennoł tud MRB evit ma vefe un tamm brezhoneg war o lec'hienn. Evit en em varrekaat war ar yezh ha dreist-holl evit reiń ur gentel da dud MRB ha diskouez dezho hent ar skiant vat ne lāran ket. N'oc'h ket rediet d'hen ober evel-just. Ar gwir ho peus, neket hepken da nac'hań, met ivez da sevel hoc'h-unan ul lec'hienn e brezhoneg penn-da-benn. Un dra vat e vefe moarvat. Met kalz aesoc'h eo pismigań ar pezh a vez graet gant ar re all eget ober gwelloc'h.
--------------------------------------

«Trawalc'h: D'am meno ez eo ret kentoc'h d'ar rener-se, m'en deus un dra bennak da lavarout e brezhoneg, da zeskiń e-unan ar yezh-se, ha neuze da skrivań pe lavarout e-unan an dra-se e brezhoneg. Ma ra ar striv-se met n'eo ket barrek a-walc'h d'henn
ober, e c'hell gortoz un tamm a-raok da vleniań e strollad...»
--------------------------------------
FL: War ar poent-se emaon a-du ganeoc'h: Ret e vefe da rener ur seurt strollad deskiń brezhoneg da gentań-holl. Met degas a ran d'ho sońj en deus pep hini ar gwir da sevel ur strollad ha da zivizout pegoulz e vo bleniet ar strollad-se gantań. War a seblant ne oa ket erru ar c'houlz evit strollad MRB. Kement-se avat n'eo ket ur gudenn rak degas a ran ivez d'ho sońj n'oc'h ket rediet da vont e darempred gand tud MRB ha nebeutoc'h c'hoazh da emezellań en o strollad.
--------------------------------------

«Trawalc'h: En em c'houlenn a ran perak n'oc'h ket barrek d'ober an diforc'h-se. Peogwir oc'h sot ? Ne gredan ket. Marteze ez eo re ziaes dibab e goustiańs kentoc'h da feukań e vignoned galleger...»
--------------------------------------
FL: Ma dibab a zo bet graet pell 'zo dija: N'em eus ket a vignoned c'halleger ha morse n'em eus bet aon da feukań den.


A galon

FL

Re: Tud sot an MRB
Trawalc'h !, 2002-01-19 19:58:26
Un tamm resisadurioł a roin da heul ar pezh a zo bet skrivet

. Diwar-benn an argadoł "euzhus" ouzh "Nolwenn": gwelloc'h e vefe goulenn digant Nevenoe e-unan e abegioł, un nebeut evezhiadennoł a rin avat: en ur sellout ouzh forom an MRB e weler ez eo kemenadenn diwezhań a-raok hini kentań Nevenoe (deizet eus an 18/12) deizet, hi, eus an 19/11 (unan all a zo bet distrujet peogwir e oa re gozh moarvat): ur gemennadenn a oa bep 2 pe 3 miz hag abaoe hini Nevenoe, a-greiz-holl, ez eus kalz kemennadennoł eno: arvariń a ran un tamm da geńver o emyoul hag o gwirvoud zoken.

. En ur lavarout e kemeran tud an MRB evel blenierien ar stourm e c'houlennan diganeoc'h memestra lenn ar frazenn a-bezh: "EN EM ziskouez evel...": spi 'm eus e ouzoc'h ster ar rannig "en em"...

. Bez z c'heller atav kavout skouer gallegerien a ra un dra bennak meulus. Kement tra vat ne zigarez ket ar fed da chom hep deskiń ar yezh ez eur sańset difenn

. Un tamm dister eo d'am meno an doare da renkań an dud etre "ar re a ra un dra bennak" hag "ar ar bismig ar pezh a vez graet": tud eve J.P. CHEVENNEMENT, an Abbad GREGOR, J.STALINE, A. HITLER, POL-POT "a ra" pe "o deus graet un dra bennak ivez...A-du on evit difenn ar re "a ra un dra bennak" evit Breizh hag ar brezhoneg. Evidon koulskoude ez eo anat a-walc'h ez eo heńvelster "ober un dra bennak" hag ""ober un dra bennak e brezhoneg" evit chom hep hen resisaat...


Evit troc'hań berr va sońj diwar-benn ar gevridi da reiń da bep yezh:
. Ne servij ar galleg da netra ouzhpenn deskiń ar brezhoneg diouzh un tu, ha diouzh un tu all displegań hag ober ul labour bruderezh
. Da vrezhonegerien eo da implij ar galleg, hervez o c'hadoniezh, ha n'eo ket da c'hallegerien peogwir n'int ket barrek ober mod-all
. E brezhoneg hepken e c'heller divizout, kendivizout pe reiń e ali
. Stourm a rin atav ouzh kement tra a zo sańset "evit Breizh" pe "evit ar brezhoneg" lańset war intrudu pe gontrolet gant gallegerien

E komzoł berr: ar brezhoneg (hag ar vrezhonegerien) a-us, ar galleg (hag ar c'hallegerien) a-is

A galon

Trawalc'h !

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen