Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

Bilhedoù € e brezhoneg!

2001-2002
Bilhedoù € e brezhoneg!
Gwenael, 2002-01-08 11:23:31
N'ouzon ket ha merzet ho peus an dra-mañ: e brezhoneg eo ar bilhedoù nevez! Gouzout a ran, gresianeg zo ivez warne met 5 euro, 10 euro, h.a. n'eo na galleg, na saozneg, na spagnoleg. Brezhoneg eo, pa lavaran deoc'h. E peseurt yezh all eus an Unvaniezh e lezer "euro" hep lakat merk al liester war-lerc'h un niverenn ? E galleg pe e spagnoleg e rankfed skrivañ 5 euros.
Ur bazenn vras war-raok evit hor yezh!
A wir galon.
Gwenael E.

Re: Bilhedoù ? e brezhoneg!
Frañsoaz Lermen, 2002-01-08 12:35:13
Spi am eus ne viot ket re zisouezhet met en alamaneg hag en italianeg e vez skrivet ivez 5 Euro, 10 Euro h.a. hep merk al liester :-(
N'eo ket avat abalamour d'an niverenn rak ar ger "Mark" ne vez ket lakaet el liester kennebeut. Lavaret e vez, da skouer, "viele Mark" hag ivez 5 Mark, 10 Mark.
En italianeg ne vez ket kemeret merk al liester gant ar gerioù a orin estren. Setu perak e vez skrivet 5 Euro, 10 Euro, daoust ma vez skrivet 1 Lira, 5 Lire, 10 Lire.


A galon

FL

Re: Bilhedoù ? e brezhoneg!
Gwenael, 2002-01-10 23:02:35
Perak e vefe italianeg pe alamaneg war an euroioù am eus bet amañ e Breizh-Izel? N'eo ket sirius! Brezhoneg eo, pa lavaran deoc'h! ;-)
P'emaon ganti, petra ' vez graet gant hor cheneiled a Gembre? Evit Europa e lavaront Ewrop pe Ewrob. 1€ = 1 ewro neuze? E rusianeg e lavarer "eвро".
A wir galon.
Gwenael

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen