Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

ken... ma/ken e

2001-2002
ken... ma/ken e
Mikael Ar Men, 2001-12-31 16:56:57
Salud deoc'h,

Peseurt diforc'h zo etre "ken... ma" ha "ken e..." ?
Trugarez ha bloavezh mat d'an holl war ar forom.

Mikael Ar Men.

Re: ken... ma/ken e
Gwenael, 2001-12-31 19:49:06
"Ken... ken" ha "ken...ma" zo kevatal. ne welan ket petra eo "ken e..."
Da skouer:
"Ken bras e oa ar gêr ken e oa diaes din kavout ma hent" / "Ken bras e oa ar gêr ma oa diaes din kavout ma hent".
A wir galon ha bloavezh mat.
Gwenael E.

Re: ken... ma/ken e
h gouedard, 2002-01-15 13:13:17
"ken e.." a c'hell talvezout kement ha "si bien que" (heñvelster da "kement ha ken bihan ma" )
ex : ken e teuis da soñjal : si bien que j' en vins à penser que...
cf geriadur le Gleau :

-"er c'hantvedoù da heul e savas dizunvaniezh e-mesk an Etrusked ken e voe diskaret o galloud gant ar Gelted."

-"ar blenier a roas un taol starderez ken e voent brañskellet gant ar stroñs"

au négatif : ken na

-"e vreur a chomas sebezet ken na oa ket evit komz"

a galon Herve G

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen