|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
Gwenael, 2001-12-26 17:26:44 Tudoł kaezh, ur goulenn evit ho lakat da brederiań etre an Nedeleg ha deiz kentań 'r bloaz. Er yezh lennegel unvan e reer gant "anezho", "dezho","enno","eno"... met ar gerioł-se o deus o furm kevatal en -e. Piv 'vefe gouest da reiń din ar roll klok (pe damglok) eus ar gerioł a c'heller skrivań gant -e pe -o hervez ma venner reiń ul liv leonek (-o) pe gernevek/tregeriek d'ur skrid? Ouzhpenn an araogennoł "displeget" hag "eno" zo? A wir galon. Ha bloavezh mat d'an holl! Gwenael E. Re: anezho/anezhe; eno/ene... Frańsoaz Lermen, 2001-12-26 21:42:20 An holl araogennoł displeget (nemet "egeto" moarvat, implijet e Bro-Leon hag er yezh lennegel hepken) a c'hell bezań skrivet gant -o pe gant -e. Taolit ur sell war Yezhadur Bras ar Brezhoneg F. Kervella, pajennoł 334-335. Eno e kavot ar roll klok (pe damglok) anezho. Hag ivez ar stummoł gant "k" (e-lec'h "z", da skouer "dirakań") a c'hellit implijout evit reiń d'ur skrid ul liv tregeriek. Ouzhpenn-se, e c'heller menegiń "ac'hano/ac'hane". Erru on divemor marteze, met n'em eus ket sońj da vezań klevet biskoazh "ene" evit "eno". Alies a-walc'h, avat, em eus klevet "ine" e-lec'h "ene": "daonet vo kroc'hen ma ine"! A galon Ha bloavezh mat d'an holl. FL Re: anezho/anezhe; eno/ene... Gwenael, 2001-12-27 14:01:12 Trugarez Frańsoaz evit an dave-mań. Aet on da welet raktal. "Ene" a gaver e GBAV evel adstumm "eno" (er Poc'her). En ALBB n'eus ket a gartenn evit ar ger-se. Evit ganto/gante ez eus unan avat a ziskouez penaos e kaver "ganto" estreget e Leon. E Kernev-Izel paneveket, e lec'hioł zo. A wir galon. Gwenael Re: anezho/anezhe; eno/ene... PER MANGANAT, 2002-01-22 11:29:16 E-barzh al liamm gant Yann Gerven eo bet implijet ene hag ac'hane ouzhpenn ur wech. |
|