|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Marie, 2001-12-01 15:02:55 Petra eo orin ar ger "nedeleg" "Nadolig" e kemraeg? Dont a ra ag al latin ? Piv a c'hellehe sikour genin? Trugarez Re: nedeleg D Cotel, 2001-12-01 17:48:40 Marie, Kavet ho peus. Eus al latin e teu an daou c'her. Ma ne lavaran ket gaou eo "natolica" ar ger orin. Kemeret e oa bet ar ger-mañ gant an div yezh er grenn-amzer uhellañ. Re: nedeleg Frañsoaz Lermen, 2001-12-01 19:04:31 Ar ger orin eo "Natalis" (dies natalis Domini). Met trawalc'h gant al latin! Setu amañ un nebeud krennlavarioù brezhonek: Dre forzh kanañ Nouel ez erru Nedeleg. An hini n'en deus ket a gig da Nedeleg A lazh ar c'hog pe e wreg. D'an Nedeleg ez astenn an deiz paz ur c'hefeleg D'an deiz kentañ 'r bloaz paz ur waz, Da ouel ar Rouaned paz ul leue. Eus an Nedeleg d'an deiz kentañ 'r bloaz e hira an deiz keit ha ma vez ur c'hwenenn o lammat er puñs. A galon FL |
|