|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
sarah, 2001-11-06 22:00:24 Bewech ma teuan war ar foromoù e karfen gouzout perak eo ken ral lenn traoù digant merc'hed amañ. (1 pe 2 hiziv ma ne fazian ket). N'eus nebeut-tre o lenn ? Pe ur bern ne fell ket dezho kemer perzh peogwir e kavont nul an danvezioù kinniget ? Peotramant n'och nemet merc'hed gant lesanvioù paotred ? Ha merc'hed a zo a gomz brezhoneg hag a ra ingal gant ar Genrouedad ? N'em eus netra a-enep ar baotred. Just evit gouzout eo. Pa skrivan koneriajoù, ma vezan komprenet pe get ! Re: Merc'hed ? Loig, 2001-11-07 15:14:06 Ya, gwir eo, en merzet em boa ivez. Marse 'wal' zo nebeutoc'h a verc'hed e vonet ar ar genrouedad (fin laret 'ran se, en gwirionez en em ziazezan ar ur studi bet gwraet get ur c'helenner ba roazhon 2 arlane, en-hor-mesk, en doa goulennet traou diar-benn "ar media brezhoneg ha c'hwi". Ba hor c'hlas, e oa tro 30 a dud, marse 5 faotr en-o-zouezh, ha 'gozik den 'bet e vonet ingal ar ar genrouedad... en gwirionez oa ket nameidin ! Setu. Fin ne broua netra, met posubl eo ec'h a muioc'h a baotred ar ar genrouedad, ba Breizh ha ba bro-C'hall, aveit merc'hed. Diar-benn an danveziou kinniget, gallin 'rant sonjal ec'h int nul, met gallin 'rant ivez kinnig danveziou nevez ivez! Ur bern merc'hed zo e teskin ar brezhoneg klouskoude. Ben, ya, muioc'h a verc'hed zo e teskin brezhoneg, aveit paotred, anat eo, 'teus ket meit taolin ur sell doc'h ar c'henteliou brezhonek, forzh pere e vehent, bar skolveur pe ba'r c'henteliou-noz hag arall: 'd eus ket meit merc'hed a-barzh! Yann-Ber Piriou en doa laret temp e oa daet ar galleg ba tier BreizhIzel get ar merc'hed, hag e oa ar brezhoneg o tonet en-dro ba enne ivez a-drugarez dezhe, gwelet'ret ? En gwirionez e vez kaset pep tra get ar merc'hed, berped !!! Bon, setu. El ma larez, me'meus ket nitra 'enep ar baotred... Met me 'agav gwell ar merc'hed ur sort ! Bon, spi 'meus e tay muioc'h a verc'hed ivez a-barzh nemeur. A galon, Loig ar gwenedour Re: Merc'hed ? ENOGAD, 2002-01-18 11:39:17 n'on ket ur plac'h neuze ne respontin ket |
|