Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

"seconde", "Launay"

2001-2002
"seconde", "Launay"
Rafael, 2002-09-26 18:43:29
Salud d'an holl,

div gudennig yezh:

- C'hoant am befe gouzout penaos e vez lavaret "(classe de) seconde"

- Souezhet on bet en ur welout panelloł divyezhek war an Hent Tizh Bras etre Montroulez ha Kastell-Paol ar furmoł "Le Launay"/"Ar Gwernioł": "Gwerneg" a vefe reizhoc'h d'am meno ha, forzh penaos, un anv-stroll eo "gwern". Penaos neuze lakaat dibenn-ger al lister "-ioł" d'e heul ? "Gwernennoł" marteze...

A galon,

Rafael

Re: "seconde", "Launay"
Gwenael, 2002-09-26 21:12:03
"Eilvet klas" a vez lavaret.
Evit "ar gwernioł" e vefe mat gouzout penaos e vesz lavaret gant tud ar vro. Gwir eo e seblant souezhus al liester en -ioł nemet e vefe anv eus ar peulioł a gaver er bigi evit delc'her ar gouelioł. Da'm sońj e klot mat a-walc'h "le Launay" pe "L'Aulnaie" gant al lec'hioł anvet Gwern e brezhoneg. Gwern gant ar ster "geun" a zo roet evel ster "dre astenn" gant geriadur an Here.
A wir galon.
Gwenael

Re: "seconde", "Launay"
Rafael, 2002-09-27 18:48:25
Trugarez,

Ar pezh 'm eus sońjet, e gwirionez, eo e oa un droidigezh vrezhonek fall eus troidigezh c'hallek ar stumm brezhonek a orin. Un tamm luziet, hen anzav a ran...

A galon,

Rafael

Re: "seconde", "Launay"
Steve, 2002-09-26 23:09:44
E-kichen ar Seizh Sant er C'houerc'had (Bro Dreger) so ul lec'h hanwed Laulnaie e galleg hag Ar Wern e brezhoneg - an ano galleg vez gweled war ur banell war un tu hag an hini brezhoneg war an tu all d'al lec'h.

A galon,

Steve

Re: "seconde", "Launay"
Eliboubana, 2002-09-30 11:38:16
Gwerniou zo ivez unanv familh.

Re: "seconde", "Launay"
Fulup Jakez, 2002-10-23 18:56:28
Demat,
Diwallit da gemmeskań urzh an traoł. Ar Gwernioł eo anv gwir al lec'h-se. Launay n'eo nemet troidigezh c'hallek an anv brezhonek orin.
Pa vez lakaet panelloł war vord an hent e vez renet enklaskoł gant Ofis ar Brezhoneg. Mont a reer da zastum an distagadurioł hengounel gant tud ar vro diouzh un tu ha, diouzh an tu all, e vez studiet ar stummoł kozh testeniekaet en dielloł. Adreiń o glad da Vretoned a vez graet aze.
Reizh-tre eo ar stumm-se el liester. Kavet e vez ingal en hol lec'hanvadurezh.

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen