|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
rosmorduc, 2001-10-20 15:30:28 Gouzout a rit e vez skignet brezhoneg war ar Gwagennoù gant Radio-Kerne, war 90,20 MHz (Ploneis) ha 92,00 MHz e Douarnenez. Sonerezh keltiek ha mod-all, abadennoù e brezhoneg hebken. Tu 'zo da glevet brezhoneg ivez war Arvorig FM e Kommana war 91,7 MHz, ha war Radio-Kreiz-Breizh (divyezhek) war 99,4 MHz e Berrien 102,9 MHz e Sant-Nicodeme ha 106,5 MHz e Gwengamp. Larit deomp ho sonj. Pellgomz Radio-Kerne : 02 98 91 05 00 Kenavo ! Re: Radio-Kerne Yann-Fañch, 2002-02-10 12:18:03 Gouzout a ran e vez skignet sonerezh keltiek hag abadennoù e brezhoneg. Selaou a ran anezhe a-wezhoù, met e vank startijenn en abadennoù zo ha danvez ivez a c'hellfe bezañ "accrocheuse", fin evidon-me da nebeutañ ! Ar mennozh avat a zo mat ha gout 'ran n'eo ket aes kas a-benn ur raktres ken ledan en un nebeut bloavezhioù. Dalc'hit mat bepred ! Kenavo ! Re: Radio-Kerne Eliboubana, 2002-02-12 15:46:36 Lenn a c'halled e Wesfrañs ar 5 a viz C'hwevrer e oa kaoz da sevel ur skingomz nevez a skigno e Breizh a-bezh, anvet LITTORAL AM. Ger ebet a lakaat brezhoneg e-barzh. Marteze e vo un eurvezhig bennak koulskoude, un alibi evel hini F-trist Breizh da sachañ argant digant ar bolitikourion. Met mann ebet da welout gant AR SKINGOMZ VREZHONEK a dlefemp kaout e Breizh. Un nebeud bloavezhioù zo e oa ar C'huzul Sevenadurel o "studiañ" kudenn ar skingomz hag ar skinwel e Breizh. Hiziv p'emañ TV Breizh, ha nebeud a vrezhoneg e-barzh, hag echu gant ar studi. Daoust hag ezhomm zo da gaout skolioù e brezhoneg, skingomz e brezhoneg, skinwel e brezhoneg? Daoust hag ezhomm zo eus ar brezhoneg e Breizh? |
|