Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

Santoz

2001-2002
Santoz
Gwenael E., 2002-09-04 21:39:04
E brezhoneg e reer Santoz eus ar vourc'h vihan-se nepell eus ar C'hastell Nevez (eno e vevas lod eus ma hendadoù). Saint-Thois eo ent-ofisiel. En eñvorennoù Reun ar C'halan (Al Liamm, niv. an hañv) em eus kavet ar stumm Sant-Toz. Klask a ran gouzout hag-eñ e ranker gwelet ur sant bennak en anv ar barrez-se, pe Toz e vefe pe un all.
Trugarez en a-raok.

A wir galon.

Gwenael Emelyanoff

Re: Santoz
Kemo, 2002-09-04 21:55:41
Pouezmouezhiet e vez an anv war "San". Ma vefe bet un anv sant an eil tamm e vije bet war *toz.
Moarvat eo un anv evel "Santeg", da lavaret eo un anv diazezet war "sant" gant un dibenn bennak.

Re: Santoz
Alan.M, 2002-09-05 09:10:29
Din da c'houzout (lennet em eus kement-se e-barzh tezenn veur Erwan Vallerie diwar-benn anvioù-parrez Breizh, met ret e vo din gwiriañ) e vefe "Santoz" un distresadur eus ar ger latinek "sanctus".
Klotañ a rafe gant ar pezh a skriv Kemo a-fet distagadur.
E gwir n'eus sant anavezet ebet dindan an anv "Toz" pe "Thois".

A galon

Alan

Re: Santoz
Alan.M, 2002-09-06 12:15:23
Bet on bet o wiriañ e-barzh levr Vallerie. "Santoz" a oa "sanctus" en XIvet kantvet. Netra da welet neuze gant ur sant anvet "Toz".
Evel pa ne vefe ket a-walc'h a "sent" e Breizh !
N'ouzon ket war gont piv emañ an iskisadenn-se da vezañ lakaet.
"Toz" ne vefe ket e-unan evel sant patron "kerneblec'h" pa gaver "Saint-Nolff" e bro-wened, parrez dezhi da anv brezhonek "Senolf".

A galon

Alan

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen