|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
Anger Philippe, 2002-08-08 23:13:43 "Ar paour-kaezh Dag a oa gwisket liv ar marv war e zremm, nemet ur skouarn ruz-tan an tamm anezhi... Ken sabadac'het avat, ken korilh e oa e zres, ma taolas unan :" "Gward maner Treougi, imor ruz en e gof , a heje e benn-bazh, ur pikol penn-bazh, gant un dorn ; gant an dorn all e sache war skouarn an Dag, hag e vońse ar paotr paour : " Skrapadeg Avaloł Treougi - Youenn DREZEN Ne dapant ket goūt peseurt ster resis a zo gant ar gerioł a-heul "korilh" hag "a vońse". Ma c'hellit goūt penn anezho e vefen laouen tre o kaout ho kavadennoł. Re: korilh / mońsat Thierry, 2002-08-28 15:43:55 Salud dit paotr ! Alors on traine sur les forums bretons !!! an hini respont n'eo ket unan evit "korilh/monsat" met an demat hepken peogwir e anavezout a ran ac'hanout mat breman, aotrou kelenner. Plijout a ra din mat tre deskin brezhoneg. Deskin a ran en-dro, neuze... Ken ur wech all, Thierry (Finnegan's) Re: korilh / mońsat Anger Philippe, 2002-08-14 20:37:26 Er memes studi, hini Padrig an Habask "HOR YEZH N° 134-135" e c'haller lenn ivez e talvez an anv-gwann "mońs" kement ha "moulbennek" ; "mouspennek" ; "talfasek" : Mońs eo e benn = ur penn kozh a ra. Un den na c'hoarzh ket, moret e benn, un tres beunek warnań, aet e mouzh .... Re: korilh / mońsat herve gouedard, 2002-08-11 17:32:50 N' em eus kavet tra ebet evit "korilh", ha din bezań bet o furchal e labour P. an Habasg : "Yezh skol louarn Veļg Trebern". (Hor Yezh 134-135) En hevelep labour avat em eus kavet dindan "mońsadenn" ar ster "bountadenn". Klotań a ra, d' am sońj, gant kemperzh da frazenn. a galon Herve Gouedard |
|