Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franšais  ·  English  ·  Espa˝ol  ·  Deutsch  
Foromo¨ kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

Moaien 'zo lÔret... ?

2001-2002
Moaien 'zo lÔret... ?
Pedernig, 2002-07-14 22:02:32

Petra 'vez lÔret :

Tu 'zo da chom ama˝ ( moaien 'zo da chom ama˝ )
pe
Tu 'zo chom ama˝ ( moaien 'zo chom ama˝ )

Moian 'zo (da) lÔret, moaien 'zo (da) skriv....

Trugarez

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
Kemo, 2002-07-15 11:23:04
An doare brezhoneka˝ hag anavezeta˝ n'eo na "tu" na "moaien", met ar verb "gallout"/"gellout".
Gellout a reer chom ama˝. Gellout a reer lavaret, h.a.

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
Gwenael, 2002-07-15 22:48:42
Re wir, met ne respontit ket d'ar goulenn... Me 'so˝j din e c'heller (ez eus tu / ez eus moaien ;-) lÔret "tu zo ober" ha "tu zo d'ober" evel ma lÔrer ivez "c'hoant 'm eus d'ober" ha "c'hoant 'm eus ober". Gwir pe get?
A galon.
Gwenael E.

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
Pedernig, 2002-07-15 23:19:04
Ya, netra gwiroc'h, Kemo, met petra so˝jez diÓr :

- N'eus ket moaien lakaat ar c'harr da vonet Ór-raok
- N'eus ket moaien lÔret an dra-se

Trugarez

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
Steve, 2002-07-16 09:03:26
Ma. Tri goulenn dedennus:

1. Moaien so da vond / Moaien so mond ?

2. C'hwant meus da vond / C'hwant meus mond ?

3. Moaien so / Tu so ?

Pezh a sell (1), e Bro Dreger, bepred, h-eo red lared "Moaien so da vond", n-eo ked "*Moaien so mond".

Pezh a sell (2), e Bro Dreger, c'hwazh, h-eo red lared "C'hwant meus da vond", n-eo ked "*C'hwant meus mond", med "C'hwant meus mond" a vez klewed e Penn-ar-Bed (Leon ha Kerne Isel), h-onn a-walc'h.

Koulskoude, n-onn ked hag-e˝v e vez klewed "Moaien so mond" un tu bennag. Me ne meus ked so˝j da veza˝ klewed se bepred.

Pezh a sell (3), e Bro Dreger h-eo anvezed mad an droienn "kÔd an tu d'ober un dra bennag". Neuse h-eo mad lared "KÔd neus an tu da vond assambles gant e gamarad".

Med ne meus ked bed klewed biskwazh war an tomm "Tu so da vond" pe "Tu so mond" heb ar ger "kaoud" hag ar ger-mell. █n bennag so barreg da rei˝ ur skwerenn ffiziabl?

Ewiton-me h-eo bed ijined se gant tud ar brezhoneg glan diwar batrom ar galleg ("il a trouvÚ le moyen d'aller" hag "il y a moyen d'aller" kouls an eil 'vel egile) a-benn tremen heb implţoud ar ger "moaien", med kontant e veffenn da veza˝ dislared.

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
sÚfa, 2002-07-16 14:32:52
En em goulennan hag e˝ n'eo ket ar c'hontrol,da lavaret eo, ez eo "trouver le moyen de"a zo bet tenet deus ar brezhonek...??

(Me 'meus aon n'eo ket ar frazenn -ma˝ savet mad....)

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
Loig ar gwenedour, 2002-07-19 14:49:58
Ya, me 'gava drol ivez... an droienn "est-ce qu'il y a moyen de... " 'meus ket klevet namaet ba Breizh, en gwirionez, a˝fin komprenet vez ba lec'h arall met ne vez ket lÔret, a jo˝ja din.... Me 'larahe eo un droienn vrezhonek bet amprestet get galleg Breizh-Izel.... a˝fin n'on ket sur, met an droienn-se 'meus ket klevet biskoazh er yezh naturel (galleg kwa) er-maez a Vreizh.
Setu

Loig

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
Gwenael, 2002-07-19 16:10:17
Biskoazh kemend-all! Galleg-rik eo an troio¨-lavar-ma˝! E-barzh ar Petit Robert emaint zoken (hep meneg rÚg. zoken).
Hag evel ma lÔre egile:"N'eus ket moaien da voaieni˝" ;-)
A wir galon.
Gwenael E.

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
enogad, 2002-07-30 17:46:52
t_u da ober, sur

Re: Moaien 'zo lÔret... ?
sylvain, 2002-10-03 10:18:46
Ma, nag a drouz diwar-benn un droienn fall !

"Tu zo...", foutr petra a vefe d'e heul, n'eo ket brezhoneg, en desped d'ar pezh a vez lennet/klevet ama˝ hag ahont e-mesk an "emsaverien". Moarvat e ta diwar an troienno¨ lec'h ma kaver "moien" ha ne vefent ket glan a-walc'h evit tud zo, ha neuze hŕ-int ha lakat "tu".
Siwazh dehe, n'eo ket e-giz-se e kerzh an trao¨.
N'eus ket 'met mont da selaou ar vrezhonegerien, ha klevet e vo buan e raer stank gant "gallout". Klevet e vez ive troienno¨ gant "moien da" (live yezh laosk a rafen deus se), "beza˝ evit".

"Tu" zo diouta˝ evel-just, met delc'hmat implijet evel-ma˝ :
"Klask an tu d'ober"
ha neuze "Kavout an tu d'ober", "Goűt an tu d'ober"

Setu !

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen