|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Loig ar gwenedour, 2002-05-30 16:46:08 Demat Dec'h 'meus merzet un dra bennak n'am boa ket kavet drol betek-henn... Ba kement lec'h a Vreizh e vez distaget ar z e-barzh ar stummou-boaz ag ar verb bout, d.l.e. e vezan, e vezez, e vezomp h.a. (met pas e-barzh "e vez"!) PEREK??? Rak ur z leounek eo, cf kmg bydd-, kng bydh-, bedh- ..... Ba Treger e vez laret "beañ" aveit an anv-verb, met din da ouiet, e vez laret "e vezan" "e vezez" h.a. (amañ e c'hortaan un displegadenn get Steve) Merzet 'meus se rak ar z leounek-se nend eus ket anezhañ ba ma rannyezh, na neblec'h e-maez a Leoun, met aveit ar verb bout en amzeriou-se e vez laret ba pep lec'h... Perek an nemedenn-mañ ? Trugarez deoc'h Loig Re: z leounek ba pep lec'h??? Gwenael, 2002-05-30 23:27:13 E gwirionez e plasoù zo eus Kernev (Bro-Dardoup da skwer) e kemmesker "e vezen" gant "e vijen", "e veze" gant "e vije". Marteze ez eus amañ un amm displegadur. A wir galon. Gwenael €. Re: z leounek ba pep lec'h??? Loig ar gwenedour, 2002-05-31 16:57:44 Oh ya gwir eo, ba Pleiben da skouer, me 'ouia 'wal', mestrez ma c'heneil gwellañ a za avaze hag he zud-kozh lara se, "vije" elec'h vefe ha veze ar-un-dro, ma meus sonj mat. Ya met petra eo "j", namaet ur "z" staoniekaet? Ur z leouneg hag a vez distaget eo ivez! Loig Re: z leounek ba pep lec'h??? Steve, 2002-05-31 11:20:47 Sell amañ stummoù Treger: Stumm-boas a-vremañ vénn, ves, ve, vémp, vec'h, véign (vént), vèr Stumm a-vremañ oñ, out, ê, omp, oc'h, ign (int), vèr Stumm-boas amdrened: vijenn, vijes, vije, vijemp, vijac'h, vijeign (vijent) [vijed n-eo ked gwall anvezed] Doare divisoud tremened: vijenn, pe kentoc'h vichenn, etc. Ma meus soñj mad deus an ALBB, stummoù heñvel deuzh stumm-boas a-vremañ Treger a vez kaved kasi dre-oll en diavaes deus Bro Leon. A-benn ar ffin, stummoù Leon "vezan, vezez, vez, vezomp, vezit, vezont, vezer" a gle bezañ newez a-walc'h (goude ffin ar c'hrenn-vrezhoneg), ha n'int ked bed en em leded gwall bell en diavaes deus Bro Leon, goude e veffent digemered e brezhoneg lennegel. Re: z leounek pep lec'h??? Kemo, 2002-05-31 13:52:19 Ar stumm dic'hour evit ar verb "bezañ", amzer vremañ, zo "oar" e Treger, a-wechoù "or". Anavezet mat eo (nemet e lodennoù zo eus Treger, ma vez graet gant ar stumm boas, met gant ar re a oar mat ar yezh, ar re goshañ, ne vez ket mesket ken alies-se an traoù). Faos eo ar pezh a lavar Steve diwar-benn istor ar stumm boas. N'eus nemet mont da welet e-barzh "Yezhadur istorel ar brezhoneg" hag e vo gwelet pegen kozh int (kavet e vezont er skridoù krennvrezhonek koshañ). Re: z leounek pep lec'h??? Loig ar gwenedour, 2002-05-31 17:01:55 Bon aveit se ne ouian ket, nend on ket gwall-varrek ar vrezhonek Treger, namaet ma 'meus bet un toullad kelennerion ag ar vro-se, ha merzet genin perzhiou pennañ ar rannyezh 'zae gete. Atav, den ne yallay laret ar c'hontrol, en gwenedeg vez laret "veze", "vezan" hag arall, en klevet 'meus mar a wezh, ent-etimologeil eo ur z leounek klouskoude. Bon marse n'eus respont erbet da man goulenn! Loig Re: z leounek pep lec'h??? Maloù, 2002-06-01 10:38:16 Salud d'an oll Z leoneg e gwenedeg ? Dre vras ema waed da ged ar Z-se e brezhoneg gwenedeg. Kement-se zo ar pezh a soñjan. Chom a ra direizhadennoù (èl ewid peb lesenn) hag a zo gerioù èl HIZIW, GOUZAÑV, ar furmoù BEZEN, BEZES,... Ewid ar verb BOUD, nend on ket sur e vo ar Z-se distilhed e BEZAN, BEZES... (siwazh n'eo ked an ALBB geniñ da lared mad) kavoed a raer e yezhadur Guillevic-Le Goff ar furmoù BAN, BES, BE, BAMB, BET, BER ; setu, da 'm soñj ema ar re-se BEZAN, BEZES... (bãn < beãn < bezan) Douzh pezh am eus klewed e vez kaved iwez ar Z leoneg e sonennoù mar a wezh : " 'benn er blé éh an de zimézein" (distilhed tost d'ar pezh zo skrived) Marsen ema roudoù ur genyezh ankoueaed bremañ. Petra soñjit-hu ? Re: z leounek pep lec'h??? Eliboubana, 2002-06-03 16:29:52 Un dra zo sur, ober "z leounek" eus un dra a zo brezhoneg, ha mat pell zo, a verk pegen garanet eo ar speredoù gant harzoù rannyezhel droch. Ha chom leounek a ra ur "z" treuzet gantañ an Elorn, Loeizig va c'haloun? Petra a ra ur "z leounek" pa ya da veajiñ? Ur "z leounek " zo en em gavet gant ur "zh" en ur vag. Petra a lar an eil d'egile? Bugale o c'hoari gant bruzun deskadurezh da glask lakaat al loukizien da c'henaouegiñ. Paour kaezh brezhoneg, drailhet munud gant surjianed ar c'horfoù marv. Da zislonkañ ha da gousket! Noz vat! Re: z leounek pep lec'h??? Loig, 2002-06-03 19:50:39 piv ous, ec'h ober "Loeizig va c'haloun" ac'hanin ? da anavet a ran marse? me oa ba Roazhon 2 ivez arlane hag ar blez araok, ha d'ar blez-man'za e vin adarre. Piv ous-te? ur studiour? studiourez? kelenner ????????????? Me gavahe gwell bout gwraet Loeizig va c'haloun ac'hanin get ur plac'h he he he he he Ya aveit ar z leounek, gwir eo 'vez kavet ba geriou ane-sen. Me 'ra z leounek ag an holl z-ou a za ag un d kozh, setu. gouiet awal' a ran zo nemedennou, met un nebeud zo ur sort. Normalamant me 'ra ur / j / (y kwa) ag ar z leounek ba ma rannyezh: karantey, gweyenn hag arall. Anfin, pas atav, met lies. Bon setu Kenavo ma c'hlomig ! (SPI 'MEUS ous ur plac'h !!! spi 'meus!) Loig Re: z leounek pep lec'h??? Gwenael, 2002-06-03 20:40:28 Loig a skrivas: > Me gavahe gwell bout gwraet Loeizig va c'haloun ac'hanin get > ur plac'h he he he he he Gant Anne dreist-holl? ;-) A galon. Gwenael E. Re: z leounek pep lec'h??? Loig, 2002-06-04 19:44:55 Hec'h anavet a rez ?????????? beñ en gwirionez e ra hounnañ a sort lesanviou ac'hanin deja ! anavet a rez ma c'harantez ??? Loig Re: z leounek pep lec'h??? Gwenael, 2002-06-04 21:13:51 Asidu a-walc'h e tarempredan ar forom-mañ evit goût piv zo "sot gant Anne", da skouer ;-) Met, siwazh, war-bouez tri pe bevar den, n'anavan an dud a gemer perzh e Kêrvarker nemet ent-virtuel. A wir galon. Gwenael E. |
|