|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Tangi I. Strogell, 2001-04-20 09:50:22 Salud deoc'h 1.Perak eo ret abegiñ, roiñ ur bern abegoù ma komzer brezhoneg. Dec'h da noz eo bet goulennet ouzhin da betra e talveze koazeal brezhoneg ha n'on bet evit respont traoù all estreget evit komz ..... 2. Perak 'ta pa gomzer e ra an dud gant "patois" evit kaozeal deus toud al lañgachoù a vez graet ganto war zouar Bro Frañs ha n'int ket gallek ? 'Vije ket dao didrefoedachañ istor ar Frañs ? Setu amañ da heul un arroudenn tennet deus ur gelaouenn okitan, al Linhà Imaginot (niv. 45) : "Goude bloavezhioù dispriz, disoñj ha mougadenn ar boazioù pobl, prim ha direlijiel e vezomp lakaet da zifenn ar sevenadur "broadel", da sikour gand arc'hant ar "Made in France". Evit dont beket-henn eo bet aspledet an dud da brenañ traoù gall, da sevel krakabadennoù tele diwar patromoù deuet a-lec'h all, da lakaat war ar vro Eurodisneioù exotek ... hep ober berzh. Strivet e vez evit nompaz dont da vezañ bannlev sevenadur ar bed. Displeget eo bet ar rak hag ar perak gant ul ligneziad prederourien hag arzourien, evel Félix-Marcel Castan ha Claude Sicre [kaner ar Faboulous Trobadors]. Da heul hon diagenterien, lazhet hon eus, ni ive, hor sevenadur pobl dimp-ni. Abaoe daou rumm-tud pe dri e teu ar gizioù estren adsevel sonerezh "pop" ar vro. N'eo ket kazeg n'eus graet ar boaz-se. Ba'n tier FNAC ez eus ur sonerezh pobl deuet eus an estrenvro ha adframmet ha labouret endro en hor studioioù hag en hor c'havioù. 5troet war ar prim ganin. Fazioù zo emichañs Jérôme Charlem, "Le Carnaval de Toulouse attend son heure" Farsus eo keta ? 3. C'hoant em eus da studiañ don a-walc'h brezhoneg an Arre (etre Leon ha Kerne ... ;-) ), hini pareezioù Boneur, ar Fouilhez, Berrien, an Huelgoad, Brasparts, Brennelis, Lokerd. Un nebeut kuzulioù ho pije da roiñ din-me ? Emaon o klask studiadennoù, testennoù, enrolladurioù (kontadennoù, marvailhoù). Matresse eo bet graet kement-mañ ganeoc'h evit brezhoneg lec'h-all, peseurt mod ho peus graet ? Mont da gaozeal a zo ret, goût a ran mat. Pere eo perzhioù brezhoneg Kerne ha hini ar Menez 4. Lâret zo bet din n'eus ket pell e oa bet laket e brezhoneg Mojenn an Ankou (La Légende de la Mort). Ha kaset eo bet al labour propik a-walc'h ? Mod all em eus lennet e oa bet savet ul levr diwar Merzhin gant Jef Philippe e ti Hor Yezh. Ha bez eus deus outañ c'hoazh ? 5. Plijet e vefen goût hiroc'h diwar-benn mojennoù kozh Iwerzhon. Ha-eñ ez eus lec'hiennoù brao war ar web ? Pe matresse e vije studierien kozh skol-veur hag o dije bet en heuliad kentelioù diwar-benn sevenadur ar Gelted hag evijen prest da guzuliañ un nebeut levrioù a-zoare. 6. D'ar mare-mañ entanet on gant Synge. Lennet m'eus buan ha buan e oa bet laket e brezhoneg pezhioù-c'hoari e genseurted eus C'hoariva an Abati. Ha gant piv eo bet graet se hag e ti piv ? Boñ mersi bras ha kenavo A-galon Tangi Re: goulennoù Loig, gwenedour roazhon, 2001-04-27 18:42:57 Salud, paotr!! Diar-benn ar rannyezhoù, e gwirionez, n'ouian ket kalz traou diar-benn rannyezhou da vanezioù karet, met da vihanan e ouian zo bet gwraet ur studiadenn a-zivout rannyezh Berrien, pell'zo. Meus ket sonj piv neus hen gwraet, met galliñ a c'heller hen kavit forzh penaoj. Hend-arall, marse 'po tro da gavit tud, mod pe vod, tro da vro hag a c'hellhes goulenn gete gerioù ha troioù... Ba amañ ba Roazhon, n'anavan den ag ar rannvro-sen, met boñ, da skouer em eus-me desket traou a-leizh dre goñz get ur paotr a Bloue a zo ba ma c'hlas amañ, e vamm hag e vamm gozh a goñza brezhoneg, abaoe ma oa bihanik-tra neus klevet ar yezh ba'r gêr, setu. Neuzen, pa gavez keneiled vo aesoc'h dit. Forzh penaoj e c'hellhes monet da vale-bro tro da di abenn evet ur banneig ha goulenn get ar baotred kozh zo ba'n davarn ha galliñ rant da skoazell... Diarbenn bzhg berrien, e klaskin kavit get piv eo bet savet ar studiadenn ha tout, ha kas kement-sen dit a-barzh nemeur. Ken er yetañ Glandourennour Roazhon2 |
|