Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

glg installation, performance

2001-2002
glg installation, performance
Tangi, 2002-03-21 16:38:13
Salud d'an oll
Tra m'emaon ganti e c'houlenn diganeoc'h penaos e vefe lakaet ar gerioù-se e brezhoneg. Siwazh ne vin ket evit tabutal ganeoc'h diwar-benn stêr ar gerioù-se
Setu ma c'hinnigoù evit ar c'houlz-mañ:
-Installation arz war an dachenn
-Performance arz oc'h ober, arz o vont
Dister eo o zalvoudegezh a gav din met difloupet int em spered mod-se.
Kenavo

Re: glg installation, performance
herve gouedard, 2002-03-21 18:06:51
ret e vefe gouzout muioc'h diwar-benn ar c'hemperzh a fell dit implij ar gerioù se enna : pep hini eus an daou dermen-se a zo ledan a-walc'h skalfad e gemeradurioù hag anez resisaat e vo daiaes sikour ac'hanout.

ã galon

herve

Re: glg installation, performance
Alan.M, 2002-03-22 13:24:35
Marc'hatmatoc'h, a galz, sevel goulennoù war Kervarker eget prenañ geriadurioù. Setu pezh a zeu d'am spered o lenn ar c'hemennad kaset gant Tangi. Krediñ a ran, evel Herve, e vefe mat gouzout eus peseurt kendestenn eo bet tennet an termenoù Gl. "installation" ha "performance", kuit deomp d'he zreiñ e brezhoneg en he fezh.

Da c'hortoz, ha pa z'eus ur paotr mat ac'hanon, on bet da reiñ ur sell war GEAK (geriadur an armerzh…) :
Installation : (établissement, aménagement ) staliadur g. ; diazezadur g. ; amparadur g. ; desezadur g. "installation d'une usine" amparidigezh ur greanti ; (équipement) aveadur g. ; "installations industrielles" aveadurioù greantel ; "installations portuaires" aveadurioù porzh ; "installation sidérurgique" diazezadenn houarnouriezh ; (informatique) "installations client" stelidigezh an arval.

Performance : digonad g. ; digonusted b. ; "à hautes performances" gourc'hefleunius ; "accroître les performances" muiaat an digonadoù ; digonusaat.

Evel ma skrive Herve, afer hon eus ouzh lies kemeradurioù, arabat arverañ hini pe hini eus an termenoù-se an eil evit egile neuze. Diskouez a ra mat ar skouerioù roet er geriadur n'int ket kevatalioù.

Ret eo d'an nen bezañ arroutet mat war reolennoù an deverañ e Br. ivez, koulz evit a sell an anvioù, koulz evit a sell ar verboù : "Digonad" a vo lavaret eus ur gwezhiad dibar, tra ma vo komzet eus "digonusted" evit perzhiañ barregezh an embregerezh-mañ-embregerezh da seveniñ digonadoù. Gant al lostger verbel "-aat" en deus ar Br. ur benveg a ra diouer da veur a yezh, ar Gl. en o zouez.

Ma n'o deus "installation" ha "performance" netra da welet gant an "arz" ez eus un doare "arz" da nebeutañ eus ar "sevel gerioù".

A galon

Alan

Re: glg installation, performance
Tangi, 2002-03-23 16:42:10
Salud d'an holl.
Just a-walc'h, torret em eus ma fenn o klask un droidegezh evit ar gerioù-se
Gant performance e sonjan en oberennoù un arzour gant e gorf pe gant danvez all, e 3D
Da skouer, Yves Klein en doa lammet diwar ur voger ha... (Le saut dans le Vide)
Bez e heller menegiñ Vanessa Beecroft a lak ac'hanomp da brederiañ war dalvoudegezh korf ar merc'hed pa ra gant ur bagad fulennoù a blac'hed war o noazh e saliadoù goullo.
Installation zo un dra all c'hoazh peogwir amañ emaomp gant ar gisellerezh n'eus kuitaet ar sichenn sk Al Land Art.
An traoù-se n'int ket kavet ganin er geriadurioù betek-henn
Kenavo

Re: glg installation, performance
Jañ-Mai Drapier, 2002-03-28 18:14:43
Ar ger "performance" evel displeget gant Tangi amañ n'eo ket gallek tre d'am meno, seblant a ra bezañ bet amprestet a-nevez digant ar saozneg. E galleg reizh e rankfec'h lâret kentoc'h "représentation" pe "interprétation", en un frazenn evel "Laetitia Casta's performance in that movie is simlpy tremendous" da skouer. Ur seurt arvest berr dezhañ un talvoudegezh kenedus e vefe ar "performance"-se, neketa ?

A-hend-all e welan pretra vez intentet gant ar ger "installation" : un teskad traezoù liesseurt lakaet kichen-ha-kichen, en un lec'h ec'hon a-walc'h, e seurt da souezhañ ha da fromañ an den dre meur a skiant (ar sellet hag ar c'hlevet d'an nebeutañ, ma n'eo ket an touch ivez).

Ma gred din intent dre vras talvoudegezh ar gerioù gallek, n'on ket awenet tamm ebet evit kinnig ur stumm brezhoneg dezho.

A galon,
Jañ-Mai

Re: glg installation, performance
Tangi, 2002-04-20 22:50:03
Ma, torret eo ma modem ganin n' helan ket kemer perzh en tabut. Komprenet eo bet mat ar geriou gant Jañ Mai. Ar pezh a guzulian deoc'h ma faot deoc'h intent mat ar meziadoù eo gweladenniñ lec'hienn ar greizenn Beaubourg
http://www.centrepompidou.fr/Pompidou/Divers.nsf/FichPedParEspace/1N4S16?OpenDocument
Keno

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen