|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Lars Finsen, 2001-07-23 21:20:46 Demat! Dreist-holl evel ur boeladenn e troan bremañ ma pajennoù chomlec'h e brezhoneg. Gallout a ran goulenn un tammig kuzul diganeoc'h dre ma fazioù ha troioù-lavar dizampart er digoradur-mañ? "Degemer mat e ma chomlec'hioù! Amañ ne gavez ket kalz a skeudennoù ha Java-appletoù, hepken lies a bennadoù-skrid diwar-benn traoù a zo dedennus din. Me on gwrac'h gant skrivadur, hag e lakaan ouzhpenn bepred gant danvez nevez. Danvez brezhonek ne zo ket ken kalz c'hoazh amañ, met adal ma ar poentoù-roll a-gleiz en traoñ a krogfe tarzhañ e brezhoneg, ur pennad-skrid brezhonek a vo eno. Holl ar kemmoù a vo enrollet a-zehoù en traoñ amañ:" Unan goulenn a chom (trugarez Helene): Penaos e teizian en ur doare berr, evel war ul letr pe heñvel? Trugarez mil, Lars http://home.ringnett.no/lars.finsen/ Re: Ezhomm a reizhadenn... Dom, 2001-07-30 18:31:22 Lars, Lennet em eus buan ha buan da gemennadenn ha n'ouzon ket mat petra emaout o c'hortoz, bezañ difaziet pe klask deskiñ un tammig muioc'h a vrezhoneg gant skoazell unan bennak. Gant ma gwellañ soñjoù. Dom Re: Ezhomm a reizhadenn... Lars Finsen, 2001-08-03 20:39:05 Demat deoc'h, Dom. Trugarez evit da respont. Ya, diaes eo din deskiñ brezhoneg amañ e Norvej. Daoust hag em boa graet kalz a fazioù? Met ur veaj a rin e Breizh evit ur sizhun e miz Gwengolo. Spi am eus kavfen komzerien vrezhoneg eno. Trugarek on evit skoazell vennak. Lars Re: Ezhomm a reizhadenn... Dom, 2001-08-09 21:26:01 Lars, Setu un dra nevez e gwirionez. N' em boa ket komprenet e oas o chom ken pell all eus ar vro hag o teskiñ brezhoneg war ar marc'had. Dont a ra brav ganit evelato. Arabat kaout aon skrivañ ha skrivañ c'hoazh evit gwellaat da vrezhoneg, bep un tammig ez aio war wellaat ma'z out mennet da vont war-raok. Da belec'h ez i e miz Gwengolo ? Ma c'hellez kavout tud evit brezhonegañ gwell a se ! Gallout a ri derc'hel da skrivañ ma kerez. A galon, Dom Re: Ezhomm a reizhadenn... Lars Finsen, 2001-08-27 22:17:14 Demat Dom Trugarez evit da guzulioù. Esa e ran o skrivañ ken kalz hag e c'hellan. Met efedus ne vo ket a gredan betek ma chomfen e Breizh evit ur pennad. Da belec'h ez in ne ouzon ket c'hoazh. Da Naoned e nijin, pe varteze da Bariz ha tren ac'hano. E Breizh ez in kalz a lec'hioù gant karr-boutin ha trenioù lec'hel. Marteze e rin ur weladenn d'az chomlec'h ivez? :-) Lars Re: Ezhomm a reizhadenn... Fañch, 2001-08-17 22:01:37 Kan det VIRKELIG passe, at du er normand?! Me 'zo o chom e Danmark! Savet on bet e brezhoneg, ha desket 'm-eus skrivañ ha lenn ar yezh war-dro ma oan pemp bloaz warnugent. E-p'lec'h an dïawl ez-teus desket brezhoneg..? Med venlig hilsen og på genhør...øøm..genlæs skulle man sige?... Re: Ezhomm a reizhadenn... Lars Finsen, 2001-08-27 22:17:02 Hei, Javisst er jeg norsk! Alt jeg kan om bretonsk har jeg fra noen bøker jeg kjøpte i Bretagne i april, men jeg har fått litt hjelp av en bretoner som bor i Stavanger. Deskiñ e ran brezhoneg rak goubet on da sevenadurioù keltiek, hag o c'houzout ur yezh e veizin gwelloc'h ar sevenadur. Kalz a sonoù breizhek am eus e ma c'herz, ha fellout a ra din kompren. Perak ez peus desket brezhoneg? På gjenles, Lars Re: Ezhomm a reizhadenn... Fañch, 2001-08-29 01:36:53 Hej Lars! Jeg vil godt hjælpe dig med dine bretonske "lektier", hvis du vil... Jeg vil så vidt så muligt holde det på bretonsk, men give dig forklaringer på dansk, så at du bedre kan følge med.(Jeg formoder du forstå dansk...?) Goullen a raez perak em-eus desket brezhoneg: lavaret 'm-eus dit, savet on bet e brezhoneg en un enez (=en ø). Pa oan bugel e oa brezhoneg ar pezh a veze klevet ar muiañ e-touez an dud er gêr. Ar re goshañ zoken ne ouient galleg ebed. (De gamle mennesker på øen kunne ikke engang fransk, det var i 50'erne)Med hiziv ne chom tost da zen ebed da gomz brezhoneg, koulz lavarat.(I dag er der så godt som ingen på øen der taler bretonsk). Skrivañ ' raez diwarbenn un dro e Breizh e-pad an hañv: ha kechet 't-eus gant unan bennak a gomze brezhoneg? Skriv un tammig diwarbenn da dro ma karez, ha ma ne zeuez ket da benn gant ar brezhoneg skriv e norvegeg, heñvel awalc'h eo ouzh an daneg evit ma kafen penn diouzh kement-se... gant ma n'eo ket "nevnorvegeg" (nynorsk) 'velatao!(Hvad bruger du til at lære bretonsk forresten?) Med keltiske hilsner fra Holbæk fjord... Fañch Re: Ezhomm a reizhadenn... Loig ar gwenedour, 2001-08-30 01:11:57 Evurusamant ec'h on gouest da lenn un tammig ar yezhoù norzhek, piteman... eh paotred, 'doñ ket sur ec'h eo gwall-reizh gober se àr ur forom in brehoneg, met boñ, me zo koutant, èl-sen e welamp traoù un tammig egzotek ba amañ, plijus eo berped... Un aezhennig fresk ag an hanternoz. Takk, paotred Loig ar gwenedour Re: Ezhomm a reizhadenn... Jañ-MaiDrapier, 2001-09-07 14:52:07 Salut dit Lars ! Graet em eus un adlenn d'az pajennoù (ar re gentañ d'an nebeutañ), ha klasket o reizhañ. Dindan da heul, ar frazennoù o kregiñ gant '=>' eo ar c'hemmoù a ginnigan dit ; ha pa krog a linenn gant '*' ez eo un evezhiadenn a ran. Pajenn-dal (http://home.ringnett.no/lars.finsen) : Klik amañ evit troidigezh brezhonek => Klikit amañ evit an droidigezh vrezhonek * Gwel eo ober gant an eil gour lies, da lâret eo mont dre c'hwi evit komz ouzh tud n'anavezer ket. * Benel eo "troidigezh", alese kemmadur dre vlotaat an anv-gwan a heul. Meuziad (= menu) pennañ (http://home.ringnett.no/lars.finsen/roll.htm) : Welcome to my home pages! Degemer mat e ma chomlec'hioù! => Degemer mat em fajennoù personel ! * "Chomlec'h" a dalvez kemen hag "address" ; "pajennoù personel" eo a reer eus "home pages" peuvuiañ. Here, you find no cool graphics or java applets, Amañ ne gavez ket kalz a skeudennoù ha Java-appletoù, => Amañ ne gavit ket nemeur a skeudennoù nag a arloadigoù-Java, only a lot of articles on things that interest me. hepken lies a bennadoù-skrid diwar-benn traoù a zo dedennus din. => ken nemet ur bern pennadoù war traoù am zedenn. I am a compulsive writer, and I continuously add new material. Me on gwrac'h gant skrivadur, hag e lakaan ouzhpenn bepred gant danvez nevez. => Gwrac'h on gant ar skrivañ, hag e ouzhpennan ingal danvez nevez. * Stumm displeget ur verb ('on', 'out', 'eo'...) n'hall morse heuliañ ur raganv ('me', 'te', 'eñ'). 'Gwrac'h on', pe 'Me zo gwrac'h' Danvez brezhonek ne zo ket ken kalz amañ c'hoazh, => Danvez brezhonek n'eus ket kalz kalz amañ c'hoazh, met adal ma ar poentoù-roll a-gleiz en traoñ a grogfe tarzhañ e brezhoneg, => met adal ma vo gwelet ur meneg e brezhoneg en traoñ a-gleiz ur pennad-skrid brezhonek a vo eno. => e vo kavet eno ur pennad-pennad-skrid brezhonek. * En un islavarenn e ranker kregiñ gant an verb (lammet am eus ar skej). Holl ar kemmoù a vo enrollet a-zehoù en traoñ amañ: => Renablet e vo an holl gemmoù en traoñ a-zehoù Dre me => War ma fenn * "Dre" na zegouezh ket evit treiñ "About". "A-zivout" pe "diwar-benn" eo a zo kevatal da "about", pe c'hoazh "war" a zo berroc'h (par d'al latin "de"). A-hend-all pa vez anv a gazoeal diwar-benn unan bennak, war "e benn" pe war "e gont" eo a reer, ket "warnañ". Dre Ruzikerezh => War ar ruzikat * Pa gaozer eus ober tra pe dra, un anv-verb a zo muioc'h diouzh spered ar brezhoneg eget un anv-kadarn. "Ruzikerezh" a zo "an arzh da fiñval dre ruzikat", padal "ruzikat" eo a ra sportourien gwisket ganto ruzerezed skorn. History of changes: Kemmoù: => Istor ar c'hemmoù me troidigezh vrezhonek a skrivis a va CV 11vet a viz Gouere 2001 => War ma fenn troidigezh vrezhonek ma CV a skrivis d'an 11 a viz Gouere 2001 DD/MM/BBBB (da skouer 07/09/2001) eo an doare berrañ da zeiziata. Doareoù etre (o'ch implijout anv brezhonek ar mizioù, evel "9 gouere 2001") am eus gwelet a-wezhioù, met n'ouzon ket ha reizh int A galon, Jañ-Mai |
|