Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

troidigezh ,mall eo !!

2001-2002
troidigezh ,mall eo !!
anna, 2001-07-15 11:24:51
Penaos e vez laret " je t' aime " e brezhoneg ?

trugarez braz

Anna

Re: troidigezh ,mall eo !!
Steve, 2001-07-19 08:22:49
"Me zo sod ganit"

Re: troidigezh ,mall eo !!
Sebastian, 2001-07-21 20:05:04
"Kavout a ran dit mat" pe "Karout a ran dit"

Re: troidigezh ,mall eo !!
Gwennael, 2001-07-22 22:35:32
Kavout mat= aimer dans le sens d'aimer un aliment par exemple: kavout a ran mat an avaloù: j'aime les pommes.
Je t'aime: Da garout a ran / karout a ran ac'hanout.
A galon,
GW.

Re: troidigezh ,mall eo !!
Steve, 2001-07-23 10:25:29
Oui, mais "Da garout a ran / karout a ran ac'hanout" n'est qu'une traduction mot-à-mot du français. Les bretonnants ne l'ont jamais dit autrement que

"Me zo sod ganit"

Une langue ce n'est pas seulement une affaire de mots différents, c'est un univers d'idiomatismes et d'usages qui ne peuvent pas être construits mécaniquement à partir d'une autre langue.

Re: troidigezh ,mall eo !!
Gwennael, 2001-07-23 11:30:50
Da gentañ, digarezit ac'hanon evit bezañ aet war ar galleg (kement a "phoromoù" zo amañ ken e c'heller bezañ kollet. D'an eil, a-du gant Steve mes ur yezh a vev ivez diwar amprestadennoù digant yezhoù all. Hag evit echuiñ n'on ket sur e vefe gwir ar pezh a lâr Steve: doareoù all da lâret "je t'aime" zo moarvat estreget "sod on ganit".
A galon,
GW.

Re: troidigezh ,mall eo !!
Gwennael, 2001-07-23 11:42:28
Gwennael a skrivas:
> D'an eil, a-du gant Steve mes ur yezh a vev ivez diwar
> amprestadennoù digant yezhoù all
Da skouer er frazenn kinniget gant Steve: "sod" zo un amprestadenn digant ar galleg, anat eo.
A galon,
GW.

Re: troidigezh ,mall eo !!
Frañsoaz Lermen, 2001-07-23 22:16:51
Estreget "me zo sot ganit" a vez lavaret gant ar vrezhonegerien.
Lennit "Son an Daol" e Barzhaz Breizh hag e welot:

Ho karout a ran koulskoude,
Ennoc'h e soñjan noz ha de.

A galon

FL

Re: troidigezh ,mall eo !!
Steve, 2001-07-24 08:11:25
Ya, en ur ganouenn war don ar c'hrampouzh-gwinizh, med kes da lared se dirag an dud - pouffañ c'hwerzhin veffe gwraed diouit.

A galon,

Steve

Re: troidigezh ,mall eo !!
Alan ar Gall, 2001-07-24 12:02:45
A-unan on gant Steve pa lavar ez eo ar yezhoù ur bed a voazioù hag a vommoù-lavar bev. Ha ret e vefe gouzout e peseurt degouezh e vefe da lavaret "je t'aime" :
- ur vamm ouzh he bugel ;
- ur bugel ouzh e vamm-gozh ;
- Doue ouzh e grouadelezh ;
- un den ouzh e wreg goude bezañ bet o vevañ asambles e-pad 50 vloaz ;
- unan en deus c'hoant diskleriañ e garantez ouzh e vuiañ-karet.
Ret eo din anzav n'eo ket degouezhet ganin klevet pe lavaret "je t'aime" e brezhoneg (piv 'n deus skiant-prenet war an dachenn-se?), met trist e vije kaout un doare hepken da esteurel hon santimantoù (-añchoù). "Joa 'm eus ouzhoc'h" a vez lavaret e bro-Leon pa ne vez ken. Brav e kavan ar verb Karout, (piv 'n deus lavaret e veze savet ar yezhoù gant ar varzhed?) ha ne c'hoarzhfen ket ma tegouezhfe ganin klevet "da garout a ran" e pleg ma skouarn.
Eveljust, ma trofen da sot gant ur vrezhonegerez a-vihanik (chañsoù bras a zo e vefe-hi en tu-hont da 60 vloaz) ne rafen ket gant "karout" :-)

Alan ar Gall

Re: troidigezh ,mall eo !!
Frañsoaz Lermen, 2001-07-25 23:47:21
Un tamm mat e-maez ar park ez a Steve pa laka ar Barzhaz, hag eñ
unan eus bravañ ha talvoudusañ oberennoù hol lennegezh, war renk un teskad "kanaouennoù war don ar c'hrampouezh-gwinizh". Goût a-walc'h a ouien ez eo manet dizanv oberenn Kervarker d'an darn vuiañ eus ar Vretoned, zoken d'ar re a oar fougeal ken brav gant Renan ha Châteaubriant. Met soñjal a rae din e oa doujet da vihanañ gant ar re a laka ar brezhoneg da zanvez-studi hag a vourr o tielfennañ doareoù-komz ar vrezhonegerien deut betek enno a-drugarez da dud evel Kervarker hag o deus dastumet, a-raok ma vije re ziwezhat, barzhonegoù bet savet gant ar bobl, troioù-lavar, krennlavarioù.

Gwir eo, ez eo ar yezhoù ur bed a voazioù hag a vommoù-lavar bev - trugarez dit Alan evit an droidigezh a ziskouez splann ez eo ar brezhoneg ur yezh vev rak ur frazenn a seurt-se ne vije ket bet distaget gant an dud a c'hoarzhfe (hervez Steve da vihanañ) o klevout "da garout a ran". Evit an abeg-se marteze en deus kavet "dereat" displegañ e soñj e galleg hep merzout e oa o tislavarout krenn e gomzoù hag o lakaat ar brezhoneg da yezh varv pe zammvarv, chomet souchet war dachenn strizh ar vuhez voutin. Ar boazioù ha ganto an doareoù-komz a gemm a rummad da rummad. E bro ebet ne vez klevet an dud yaouank o komz dres evel ma komze o zud-kozh en o yaouankiz.
Kement-se evel-just ne dalvez ket da lavarout e tlefe "brezhoneg mamm-gozh" bezañ bountet er maez - atoue 'zo! Met n'eo ket gantañ sur-mat e c'heller bastañ da ezhommoù ar vuhez a hirio ha nebeutoc'h c'hoazh talañ ouzh ezhommoù an amzer da zont. Hag ur yezh dic'houest da zegemer stummoù nevez a zo ur yezh varv. Din da c'houzout n'emañ ket kont evel-se gant ar brezhoneg. Bev eo c'hoazh. Ha n'eo ket a-drugarez d'ar bobl "a vir he yezh dre voas met n'he difenn ket dre gefridi", evel ma lavare Tangi Malmanche,
met a-drugarez d'an dud o deus pleustret hag a bleustr c'hoazh d'e lakaat war live yezhoù all ar bed dre grouiñ gerioù nevez ha treiñ oberennoù al lennegezhioù estren. Hag ivez a-drugarez d'an dud o deus graet o soñj bevañ e brezhoneg hag ober gantañ e pep degouezh. Dezho ha *dezho hepken* eo da varn ha gwelloc'h eo marmouzañ doare-komz o zud-kozh pe ober gant ur yezh diazezet war yezh o hendadoù met o klotañ gwelloc'h gant o boazioù hag o doare-bevañ dezho. O dibab o deus graet pell 'zo d'am soñj ha n'o deus kentel ebet da gaout war ar poent-se.

Ur goulenn am eus c'hoazh a-raok echuiñ: Daoust hag e kredfe Steve aliañ d'ur Gall desket war e yezh chom hep ober gant ur bomm-lavar disanv d'e g/concierge war zigarez e c'hellfe an itron b/pipelette "pouffer de rire" o klevout e gomzoù? Diaes eo din krediñ e c'hellfe bezañ ken diskiant.
Ha ma kredfe c'hoazh lakaat un oberenn eus ar varzhoniezh c'hallek war renk ar "chansons à quat' sous" - war ur forum gouestlet d'ar gallek war ar marc'had - n'eo ket hepken c'hoarzhin deuzoutañ a vefe graet. Lavaret e vefe dezhañ e begement war un ton un tammig rustoc'h eget hini ar c'hrampouezh gwinnizh.


FL

Re: troidigezh ,mall eo !!
Loig ar gwenedour, 2001-08-10 22:33:22
Tudoù, me' sonja din e c'heller laret "da gariñ a ran", ha gober get ar verb "kariñ", forzh penaos, aveit konz da unan bennak, pa n'ho peus ket merzet, zo ur bern spontus kanaouennoù karantez e brezhoneg, ha ba'n darn vrasañ anezhe, a zo kont a "kariñ", , laret'vez, me ho kar, me he c'hare h.a., dalbezh, ha din da ouiet, ar c'hanouennoù-pobl, nend int ket tre traoù galleg bet troet diwar-skañv...
Tu'zo da laret "me 'zo sot genit", èljust, met ne faota ket monet re-bell, "da gariñ a ran a zo ker brezhoneg arall...
Forzh penaos a zo tu da ober get ar verb "kariñ" end-eeun ba pep yezh pe dost, aveit laret "me ho kara". (pas en iwerzhoneg arnevez, gwir eo, met ar yezh-mañ ne c'hella ket laret eeun an traoù... setu perak he c'haran).

Oc'hpenn-se, pad ahec'h da gask ba testennoù e bzhg krenn, e kaviet ar verb kariñ aveit laret se.
Forzh penaos, ar re a lara "èl-se emañ e brezhoneg, ha neket mod arall", a zo tost faskourion: den erbet ne c'hella laret e ouia rac'h-bezh ar brezhoneg. Ar pezh a vez laret get ar bobl vrezhonek eo ar brezhoneg gwirion. Ha pa vehe tud é laret "emiñ", e vehe ret demp en degemer èl ur ger brezhoneg nevez, setu tout.

A wir galon,

Loig

Re: troidigezh ,mall eo !!
Fañch, 2001-08-20 22:40:14
Paoulkæzh Anna baoul!!... N'eo ket kollet da benn ganit c'hoazh? gant kemend-all a ginnigennoù?
Savet on bet e-touez brezhonegerien en tu-all d'ar Raz, met biskoazh n'em-eus klevet anezho o lavarat an eil d'egile (pe d'eben) pegen sot e oant an eil gant egile (pe gant eben). Met klevet 'm-eus alïes avat lod o lavarat pegen sod e oant gant unan bennak.Ha soñj 'm-eus c'oazh diouzh ur ganaouenn eus Bro Wened:"..karet 'n hani ho kar ma karet, o kar me n'ho karan ket..."
Lavar e giz ma karo dit!
A galon, Fañch

Re: troidigezh ,mall eo !!
anna, 2001-11-15 12:01:11
marplij fanch ,displeg din da frazenn diwezhan " karet 'n ..." e galleg ;bevan a ran e bro Senegal abaoe daou viz , ne gomzan ket mui ar yehz vrezhoneg a ankouaiet ' m eus kalz traou !
trugarez dit

Anna

Re: troidigezh ,mall eo !!
fañch, 2001-12-05 22:44:56
E brezhoneg plaen: karit an hini ho kar ma karit, rag me n'ho karan ket!

E galeg flour: aimez celui qui vous aime si vous voulez, car moi je ne vous aime pas!

Re: troidigezh ,mall eo !!
ENOGAD, 2002-01-18 12:03:02
SEBASTIAN? DESK BREZHONEG ARAOK KLASK DESKIN BREZHONEG FALL D'AR RE ALL. "KAROUT DIT" n'eo ket brezhoneg.

Re: troidigezh ,mall eo !!
kristen, 2001-09-16 17:42:30
me ho kar !

Re: troidigezh ,mall eo !!
sarah, 2001-11-06 21:48:52
Pa oan yaouank e oa bet lâret din "da garout a ran", kavet 'moa brav tre ha plijus. Ken laouen e vijen bet gant gerioù all !
Ret eo bevañ da gentañ. Ne gavan ket grevus ober fazioù evit lavaret se ! Forzh penaos e vez komprenet !

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen