|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Loig, 2002-02-04 17:47:03 Ur pezh goulenn 'meus, en em c'houlenn a ran abaoe blezadou! C'hwi ouia awal' penaoj zo tu da ober get ar geriou-perc'henniñ el renadenn-dra: me'meus e welet, o ober a ran, h.a., e bro-Leoun hag e bro-Gwened dreist-holl. Me'ra get an dro-se dalbezh, met ar goulenn eo: penaoj ober, pa raer get ar verb "kaout" ??? Me e(n) am eus? Me 'meus eñ ? (hag ivez pa vez kroget ar frazenn get geriou arall, estroc'h aveit ar rener) Gouiet a ouian ne larer ket "me'meus anezhañ" normalamant e bro-Gwened, namaet ar ar vevenn get ar c'herneveg. Petra soñjet-c'hwi? Meus ket kavet tra bet diar-benn se e levr erbet, na ba Favereau (yezhadur), na neblec'h. Displeget vez penaoj e raer get ar geriou-perc'henniñ get verbou a bep sort, met nepred get ar verb kaout / endevout... Trugarez deoc'h en a raok... Loig Re: me 'meus bet anezhañ... er stumm lennegel....? Gwenael, 2002-02-04 18:27:47 "Me 'm eus e vet" ne vez ket implijet kalz met reizh eo, a gav din. E brezhoneg Gwened marteze "me 'meus eñ bet"? A wir galon. Gwenael E. Re: me 'meus bet anezhañ... er stumm lennegel....? Alan ar Gall, 2002-02-04 19:59:15 Ur goulenn peuzheñvel a oa bet savet ganit war ar forom-mañ ouzhpenn bloaz zo. Ret eo mont da welet en dielloù evit e gavout, setu amañ un hent-berr : http://romualdt.free.fr/php3/forom/read.php3?num=1&id=177&loc=0&thread=177 Da heul ar goulenn e vo kavet ar respont am boa graet hag an tabut a oa bet gant ChM. N'em eus nemet un dra da lavaret ouzhpenn : ma n'eo ket reizh ar frazenn "*me 'm eus anezhañ" da'm meno (ha displeget em boa perak d'ar poent-se), ez eo reizh an hini az peus lakaet da zanvez an eskemm-mañ "me 'm eus bet anezhañ" ha mat eo an diskoulmoù bet kinniget gant Gwenael. Da'm soñj e vefe sklaeroc'h an traoù ma vefe lavaret ez eo ar stummoù "am eus" displegadurioù eus ar verb "bezañ" ha n'eo ket "kaout". Kenavo betek an distro Alan ar Gall Re: me 'meus bet anezhañ... er stumm lennegel....? Loig, 2002-02-04 20:15:33 Ha, trugarez! en gwirionez e oa me 'an hani 'noa gwraet ar goulenn, met respontet zo bet dezhe kalz diwezhatoc'h ha neuzen oan ket waet d'o lenn... Met n'eus namaet ur respont pe zaou da man goulenn, ar re 'rall zo waet get un danvez 'rall, d.l.e., ar verb bout ha pas mui kaout. Fin klazh a rin 'nim gontantiñ a'r pezh meus kavet amañ ha ba'n diellou. Ma zo tud'rall o deus berped ur soñj arall, laret tin!! Trugarez vras d''an holl Loig Re: me 'meus bet anezhañ... er stumm lennegel....? Maloù, 2002-02-06 18:19:46 e yezhadur Guillevic - Le Goff (ewid ar gwenedeg) e lenner "me 'm bo eñv" ha "ne 'm bo ket eñv" ; nend eus ket tu impleiñ "en". ar brezhoneg gwenedeg a zo bruded mad ewid boud an heni a vira ar gwellañ stummoù kozh, setu da 'm soñj ema daw skriv ar yezh lennegel èl ar gwenedeg (ewid ar pezh a gomzamp anezoñ amañ) Ewid ar reolennoù impleed er yezh lennegel KLT, n 'o anavan ket ... |
|