|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Alan ar Gall, 2001-07-04 16:37:59 Emaon o lenn "Tiriadoù ar Gwalarn" skrivet gant Jef Gedez. Setu pell zo ne'm boa ket bet kement a blijadur o lenn ul levr brezhonek, ken e-keñver ar yezh, ken e-keñver an istor. E Kanada e c'hoarvez an istor ("Tiriadoù ar Gwalarn" eo troidigezh vrezhonek "Northwest Territories"), hag ur plas dibar a zo d'an natur er romant-se. Kaoz a zo eus koadeier gwez-sapr met ivez eus "melwez". Petra eo ar melwez-se ? Hag ul liamm a vefe gant an anvioù-lec'h "melvez" enno (Pont-Melvez hag unan all e su Plouared, ne'm eus ket soñj ken eus an anv resis, Kermelvez marteze) ? Kenavo betek an distro Alan ar Gall Re: Melwez Gwennael, 2001-07-23 12:40:00 Ne vefe ket an "érable", ar melwez o vezañ ar gwez o reiñ mel? Goût a ran e kaver "skav-gwrac'h" evit "érable" er geriadurioù mes ar skav-gwrac'h n'eo ket ar seurt gwez a gaver e Bro-Ganada ha m'eo bet dibabet o delienn evel arouez ar vro (ar Stad pa lârin mat). An hini a gaver amañ e Breizh eo kentoc'h ha ne ro ket mel betegoût. A galon, GW. Re: Melwez Alan ar Gall, 2001-07-24 12:03:39 Deuet eo ganit 'm eus aon. Edon o soñjal en dra-se just a walc'h. E nep lec'h ne vez kaoz eus skav-gwrac'h el levr, ha pa ouzer e vez graet "sugar maple" eus an doare skav-gwrac'h a zo e Kanada e c'heller soñjal ez eo bet savet "melwez" diwar mel + gwez. Alan ar Gall Re: Melwez ENOGAD, 2002-01-18 11:52:30 mann da welet gant "melèze"? |
|