Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

livouriezh bepred...

2001-2002
livouriezh bepred...
h gouedard, 2002-01-31 23:29:38
N' emañ ket ganin geriaoueg Diwan diwar-benn an arzoù, setu on lakaet diaes evit treiñ :

- nature morte
- peinture de paysages (paysages urbains, paysages naturels....)

a galon

Herve

Re: livouriezh bepred...
Alan ar Gall, 2002-02-04 18:45:52
Dec'h em boa klevet Cédric Sinou o komz war TV-Breizh diwar-benn Yves Tanguy, ur surrealour eus ar c'hantved all, da geñver embannadur al levr kaer "Yves Tanguy" e didl just a-walc'h. Unan eus trourien al levr brezhonek-mañ eo Cédric Sinou ha lavaret en doa e veze spurmantet "gweledvaoù" e taolennoù al livour-mañ, daoust dezho da vezañ difetis.

Setu ez eo "gweledva" ur ger a vez implijet dre gomz evit "paysage".

Geriaoueg Eil Derez Diwan a ginnig "divuhezenn" evit "nature morte".

Kenavo betek an distro

Alan ar Gall

Re: livouriezh bepred...
h gouedard, 2002-02-05 18:59:40
Trugarez evit da respontoù resis. Dav ' vo din prenañ geriaoueg Diwan, gant ma ne vo ket diviet

Herve

Re: livouriezh bepred...
Tangi, 2002-03-21 16:33:49
Salud Herve
Ya emichañs eo bet kollet ar vuhez gant an daolenn ;-). Met da zigentañ petra eo un "nature morte"? Dre vras eo bet diwanet an taolennoù mod mañ azalek dibenn ar 16vet kantvet ha kavet e vênt stank diwar zorn livourien Hanternoz Europa ( hag a glotefe tamm pe damm gant an Izelvroioù ha Belgia a-vremañ). Buan ha buan e vez taolennet er stil-mañ ( ur stil an hini eo gis ar poltred, an diabell (??? alias gweledva- Ha gwelet e vez ur gweledva ?, ar pennad istor-glg peinture d'histoire) traoù fetis o talvezout dreo ster ar pec'hejoù. N'eo ket tre un afer buhez ma kerez.
Marteze e hellin klask muioc'h a draoù diwar an tem-mañ

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen