Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

liesseurt

Geriou ar sonerezh

2001-2002
Geriou ar sonerezh
Dominique, 2001-06-14 15:57:21
Embannet e oa bet ur geriadur a zastum geriou ar sonerezh e Brezhoneg? Mersi bras evit ho skoazell.

Re: Geriou ar sonerezh
loig ar gwenedour, 2001-06-14 18:29:19
Ya, gwraet zo bet unan, embannet get mouladurioù hor yezh, meus ket sonj get piv, met ya, unan a zo...

Setu

Goulenn arall: ha bout'zo ivez ur geriadur pe ur geriaoueg yezhoniezh e brezhoneg?

Loig

Re: Geriou ar sonerezh
Dominique, 2001-06-14 21:07:57
Dreist! Mersi bras dit Loig, klask a rin.

Re: Geriou ar sonerezh
Tangi I. Strogell, 2001-06-15 09:15:52
Embannet eo bet gand Jil Ewen ha Pêrig Hebert (Doue d'e bardonno)

Re: Geriou ar sonerezh
sarah, 2001-06-17 21:55:39
N'eo ket gant Mouladurioù...met gant Hor Yezh, e 1985, eo bet embannet ar "geriadur bihan ar sonerezh"a gomzit diwar e benn. Pa 'meus prenet ma hini e Bekerel 3 pe 4 vloaz 'zo e oa diviet dija, n'ouzon tamm ebet ma z'eo bet adembannet ha kresket abaoe (pezh ne vije ket fall), morse n'em eus gwelet anezhañ en-dro. Resis eo diwar-benn ar sonerezh klasel, met 'meus aon e vankfe un toullad traoù a-fed sonerezh hengounel...da wiriekaat !
Memestra, n'heller ket ober heptañ evit an traoù diazez.
Ha pa vezer o treiñ un destenn (lakaomp un hentenn evit ur benveg-sonerezh resis) hag e vank gêrioù, penaos ober ? Goveliañ e-unan reoù nevez ? Goulenn sikour Ofis ar Brezhoneg ???

Re: Geriou ar sonerezh
Dominique, 2001-06-20 21:15:25
Dedennus-kenañ! Ma n'heller ket kavout al levr-se ken, bez'ez eus gwelloc'h eget netra :

- "Gerioù evit komz Brezhoneg bemdez" gant A. Monfort (emb. Hiziv an deiz) en deus ur pennad diwar-benn sonerezh.

- War al lec'hienn Son ha Ton gant Per Kentel (http://perso.wanadoo.fr/per.kentel) ez eus ur skrid deus ar bloavezhioù 1930 (Gwalarn) : "istor berr a sonerez breizek", gant ur geriadur bihan evit echuiñ.

Re: Geriou ar sonerezh
kristen, 2001-09-16 17:44:57
hini perig herbert ha jil ewan; met n'ouzon ket e pelec'h eo bet embannet.


a galon

Re: Geriou ar sonerezh
Kemo, 2002-06-04 21:44:38
Geriadur Bihan ar Sonerezh gant Perig Herbert ha Jil Ewan a gaver c'hoazh da brenañ e ti Hor Yezh, n'eo ket re ger hag ur bern gerioù a gaver e-barzh, daoust ma ne c'hell ket bezañ pep tra e-barzh, evel just.

2001-2002
· apprendre
· aprender
· learn
· stlenneg
· traduc
· liesseurt
· lernen