|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
Loig ar gwenedour, 2002-01-18 17:38:47 (ranket 'meus dilec'hiiń an danvez-mań a "apprenants" d'ar forom-mań, pendeogwir ne falle ket da Wenael respont din ba'r forom "apprenants". Ur goulenn a zeskour eo klouskoude, met nann, en brezhoneg n'eo ket mat er forom-se... Bout'zo tud, gwezhave... ) Salud, aveit ur wezh e ran-meń ur goulenn pa vezan doc'h tu ar re a responta d'ar liesań... Boń, aveit ar re zo barrek ar an troiń, meus ur goulenn da ober genoc'h: penaoj troiń ar galleg " en tant que", ba ur frazenn el "je t'aime en tant qu'ami" pe "comme ami" (sng "as a friend" , iwg "mar chara" h.a.) Ba geriadur Francis 'meus ket kavet nitra aveit an droienn "en tant que", ba geriadur Le Guilloux, 'meus kavet un dra drol na gomprenan ket : "el meide" pe udb el-se, ouian ket mui, fin, lec'h 'bet meus kavet a respont azas. Sońjet moa ba un dra el "(ev)el" pe "e-giz" hag arall, met nend eo ket tre ar memp tra, neuzen... TRugarez deoc'h en araok aveit ho respont. Man digarez aveit an deraouidi pa skrivan en brezhoneg amań, met verna ket penaoj 'ma ret bout barrek, a sońja din, aveit bout awal' aveit respont... Me sońje din e oa un droienn voutin, met pas ne vez ket kavet ba Favereau zoken, nend eo ket kement-sen. Boń, troc'hamp amań get ar c'hońzou toull, hag ho laoskan da gońz bremań. Trugarez Loig Re: penaoj troiń "en tant que" h gouedard, 2002-01-18 18:04:08 Salud dit Sed em eus kavet e geriadur Le Gleau: Div skouer a vez roet gantań : outo evel tud, ne gredan ket en doa an disterań kasoni. dleet eo d' ar Vretoned kemer soursi ouzh kement a aparchant ouzh buhez Breizh evel bro. war a seblant e vez graet gant evel. N' em eus kavet troienn-all ebet a galon herve Re: penaoj troiń "en tant que" Loig ar gwenedour, 2002-01-18 18:54:53 Ok, trugarez, gwelet'vo ha bout so tud rell e kavit troiennou arall ivez. Ba evel hag e-giz e sonjen ivez. trugarez A wir galon Loig Re: penaoj troiń "en tant que" Gwenael, 2002-01-18 22:21:15 Ma digarez, Loig, ma 'h on bet un tammig rok. Met ma 'h asantan laouen kemer perzh e foromoł Kervarker en teir yezh eo pa gavan int dedennus, urzhiet-mat ha seven dre vras. Ma n'omp ket gouest da zalc'hen d'ar reolennoł-mań ne bado ket pell an traoł. Met marteze on re... gelenner ;-) A wir galon. Gwenael E. GS: ha gallout a rafes displegań da zibab pa skrivez "penaoj" e-lec'h "penaos". Nemet e vefe ur fazi (pe ur fari ma kerez) Re: penaoj troiń "en tant que" Loig ar gwenedour, 2002-01-21 16:46:22 Ne vern, pardonet out! Aveit skritur "penaos", en gwirionez on boaziet d'en skriviń el-se peogwir en laran "penoch". Galliń rahen skriviń "penaoch" ivez, met se zo kentoc'h pa zo traou heu... personel da skriviń, pe traou amofisiel, ma karez, rak normalamant ne skrivan ket 'mod-sen. Ne vern penaoS, an holl dud zo gouest da gompren eo un adstumm (fin nend eo ket, un doare 'rall da zistagiń ne laran ket) ag ar ger "penaos". Setu... Man digarez pad on laosk un tammig get ar skritur unvan, met plijiń 'ra din pa vez tostoc'h doc'h ar gońz. Pezh nad eo ket kal', aveit ar wenedourion... A galon Loig (ne skrivin ket mui pennadou en brezhoneg ba'r forom-mań, m'en toua!) Re: penaoj troiń "en tant que" Dominig, 2002-01-20 11:13:14 Loig, Arabat klask pemp troad d'ar maout. Evel a zo dereat, d'am meno, evit treiń ar bomm gallek-se. Kavet vez bepred e geriadur Ar Glev pj 3659. Gouzout a ran n'eo ket an aviel, ne gav ket din avat e vefe un droidigezh fall evit kelo-se. A galon. Re: penaoj troiń "en tant que" Loig ar gwenedour, 2002-01-21 16:39:30 Oui, un autre gars sur le forum en francais m'avait aussi dit, d'apres Le Gleau egalement, que "evel" allait bien pour rendre "en tant que". Merci Loig Re: penaoj troiń "en tant que" Loig, 2002-01-22 17:00:03 Beń skriłam oll in brehoneg nezen, chtč-se vo tche mu' tchudenn 'bet ałeit 'nim gompren, pe vé groei' bay hour yéh-ni, jońja tche tit? (PS, gallein rez berped lakaat de an' klok, té ouia kours ha mé, zo ur bern noblańsow bay hour bro, faota ket kuhat dibenn da an', "de Potasiom", ken héson é d'er skwarn!) a łir galoń Loitch Re: penaoj troiń "en tant que" Gwenael, 2002-01-23 13:07:14 Met marteze eo Per eus skourr all ar familh, brudet-mat ivez: de Kalsiom. Per Manganat de Kalsiom. Pe neuze: Per Vanganat a Galsiom. Laosk e teuer da vezań gant ar c'hemmadurioł er mare-mań ;-) A wir galon. Gwenael E. |
|