Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

Kouezhiñ e karantez???

1999-2001
Kouezhiñ e karantez???
Loig, 2000-04-06 19:03:21
Un dra 'm boä da c'houlenn diget ar re varrekañ: penaos e vehe troet e brezhoneg-brezhoneg
"tomber amoureux de qqn/qqch"?
Tomber amoureux
Fall in love
Titim i ngra
Tuiteam an gràdh
ha... kouezhiñ e karantez?????
An droienn-mañ n'em eus kavet e geriadur erbet, e hani Favereau zoken, ha pand eo pinvidik-mor a-zivout troiennoù a-bep-seurt hag a-bep-lec'h...

Trugarez deoc'h

Loig

Rak "kouezhet on e karantez" get an iwerzhoneg, met em yezh n'ouian ket penaos e vehe lâret!

RE: Kouezhiñ e karantez???
Gwenael, 2000-04-06 22:14:51
E brezhoneg ne gouezher ket e karantez pe ne gouezh ket ar garantez. Sevel a ra! "Savet zo / savet ez eus / karantez etrezomp" a larer.

RE: Kouezhiñ e karantez???
Yann-Fañch, 2000-04-06 23:22:00
E pelec'h ac'h eus kavet an dra-se ?
Gwir eo n'eo ket fall e-keñver ijin ar yezh.
Implijet e vez "sevel" evit ar santadoù :
Sevel a ra aon dezhañ, sevel a ra droug gantañ (G.Br. an Here p. 1016). Perak ket evit ar garantez ?
A hend all, evit "sevel",ne ro M. Menard en e "geriahudur" nemet : "sevel a ra din..."
Pezh zo un tammig ... rust memestra ;-).
Hag evit "kouezhañ" : "Koue't eo din",
hag a zo ar c'hontrol...

Mod all e c'hellan menegiñ L. Herrieu, a ra gant ar bomm "bout filimet da" :

"Mam bro a zo du-hont, Breizh a c'hrer anezhi,
Distag doc'hti ne c'hellan mui : filimet on dezhi"







RE: Kouezhiñ e karantez???
Gwenael, 2000-04-07 20:27:12
Evit gwir laret em boa desket an dro-lavar-mañ gant Martial ivez, nemet dre gomz. A belec'h e teue? N'onn dare. F.Favereau a ro ivez: "piket e galon gant unan bennak" evit "etre amoureux" pe c'hoazh: "krog ar big en he skouarn".
A galon ganit ha ga'r re all,
Gwenael

RE: Kouezhiñ e karantez???
lennerez, 2000-04-24 15:22:51

«Kouezhañ e karantez»

Gwelet em eus an dra-se:

enamorarse v. [tomber amoureux]
orgediñ ouzh (ub.), bezañ kroget an orged gant (ub.), kouezhañ e karantez gant;

Fulub Jakez
Diccionario Básico
Español-Bretón
Geriadur Diazez
Brezhoneg-Spagnoleg

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen