|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
lennerez, 2000-04-06 17:23:07 Klask a ran an dastumad barzhoniezh Barzaz Breiz gant Kervarker war an Internet. Gortoz a ran hoc'h ali. RE: Barzazh Breizh Louetch, 2000-04-06 18:57:04 Ne gavi ket, d'am sońj. Sońj din nend eo ket bet grwaet c'hoazh. Marse unan ac'hanomp... Loig Ar Gwenedour PS: er reizhskrivadur unvan e skriver "Barzhaz Breizh", ha neket "Barzhazh". Arabat lakaat zh e pep lec'h pa n'ouiit netra diąr benn ar gwenedeg, mar plij!!! da stoupa get "bloazh", "diskouezh" ha rac'h an traoł'rall! Trugarez. RE: Barzazh Breizh lennerez, 2000-04-07 14:28:57 Aiou! Ret e din eurvezh hir evit kompren... Ur paour deraouadez on, e bro tramor, ha n'ez eus brezhoneger ebet amań !!! Klask a ran da deskiń un tammig brezhoneg gant ar kentelioł brezhoneg el lec'hienn Kervarker. Sońjal a ran difaziadenn zo da gemenad, n'eo ket?... klask a rin da treiń pep ger.... (koulskoude n'em eus ket skrivet Barzhazh, div wech zh, faziet n'em eus nemet un h!) Mar plij difazi an dra-mań ivez.... Kelenner out? RE: Barzazh Breizh Loig, 2000-04-10 18:28:19 N'on ket kelenner, studiiń a ran ar brezhoneg e skolveur Roazhon 2, en eil blezvezh. da bennad: "ezhomm em eus bet ag un eurvezh evit kompren" "ur paourkaezh deraouadez"(paour= pauvre en argent), "tramor" (n'eus ket ezhomm da lakaat "en ur vro dramor"), "n'eus...", "klask a ran deskiń..." " ar C'Hentelioł!!!!!", "al lec'hienn Gźrvarker" "me a sońj din e tifaziez ma c'himignadez, neketa?""klask a ran treiń pep ger". Ne rez ket re a farioł (=fazioł) evit un deraouadez! Em c'hlas ec'h eus tud hag a ra kalz muioc'h a farioł egedout! kalon vat dit, Loig ar Gwenedour RE: Barzhaz Breizh Yann-Fańch, 2000-04-07 16:53:30 Kement hag ober eo gwelloc'h skrivań "razh" e lec'h "rac'h" evit heuliań ar reolenn penn da benn (memes ma ne vez ket graet gant "raz" e KLT.) RE: Barzhaz Breizh Loig, 2000-04-10 18:32:12 petra?? n'eo ket amań emań ar goulenn! An dra 'zo: e gwenedeg e lārer "barc'haz", ha neket " barzac'h" na "barc'hac'h"!! Sede perak ec'h eo ret skriviń "barzhaz" er reizhskrivadur unvan! RE: Barzhaz Breizh Yann-Fańch, 2000-04-10 22:47:56 Evel just! Biskoazh n'em eus laret ar c'hontrol ! An dra nemetań a laran eo ez eo gwelloc'h skrivań "razh" eget "rac'h" (ne gomzan ket eus al loen !) s.o. Geriadur Brezhoneg an Here p. 960 : Gwerzhet eo bet RAZH ar traoł... RE: Barzhaz Breizh lennerez, 2000-04-13 13:52:03 Loig, Yann-Fańch, mar plij lavarit din petra eo rac'h - razh - ????? Me ne gavan nemet: rac'h - a.& pron. tout, tous; adv. complčtement razh - f./m. -ed rat (ul loen.... neketa?) RE: Barzhaz Breizh Markonatrix, 2000-04-15 15:17:26 Logodenn vras? RE: Barzhaz Breizh Gwenael, 2000-04-15 15:43:37 lennerez a skrivas: ------------------------------- Loig, Yann-Fańch, mar plij lavarit din petra eo rac'h - razh - ????? Me ne gavan nemet: rac'h - a.& pron. tout, tous; adv. complčtement razh - f./m. -ed rat (ul loen.... neketa?) Razh= holl (galleg 'tout'). E Bro-Wened ma vez implijet ar muiań e tistager evel pa vije skrivet 'rac'h'. Ur razh, a-hend-all zo ul loen heugus a-walc'h... Neuze pa vez razh ar razhed asambles... Gwenael Reizhskrivadur lennerez, 2000-04-17 23:04:05 Gwelout a ran ar reizhskrivadur em c'heriadurig Hor Yezh hag er geriadur Favereau enlinenn: N'eo ket heńvel! Pe reizhskrivadur eo an offisiel? KLTG ? Graet e vez pe geriadur hervezh ar reizhskrivadur offisiel? RE: Doare-skrivań Jań-Mai Drapier, 2000-04-25 17:24:58 Gwir eo, gant Hor Yezh e vez implijet an doare-skrivań "peurunvan" tra ma vez lakaet da gentań hini "etrerannyezhel" gant Geriadur Favereau 1993 (hini bet lakaet enlinenn gant Breizhiz Norzh Kalifornia) Allas ! n'eus ket a zoare-skrivań "ofisiel", dre ma fazi ur statud evit hor yezh. Pa lavarin mat, ur c'helc'hlizher eus Maodiern gall an Deskadurezh en deus a ranket lakaat ar "falc'hunek" (pe "skolveurieg) da zoare-skrivań ofisiel en Deskadurezh-Stad... pezh na vir ket ouzh ar c'hlasoł divyezhek poblek a ober gant ar "peurunvan", evel Diwan. A-bell eo ar doare "peurunvan" hini muiań implijet, dreist-holl evit kelenn (koulz ar vuhgale hag ar re deuet. Gant se en devo muioc'h a bouez c'hoazh en dazont. Er c'heńver-se eo c'heller sellet outań evel unan damofisiel. Geriadur Brezhoneg an Here eo, d'am meno, an daveen aesań ha surań evit kavout stumm unvan gerioł hor yezh (daoust dezhan bezań 10 000 ger hepken ennań -- betek ma teuio er-maez e vreur 2 vezh tevoc'h). Jań-Mai Un istor berr-tre an doareoł-skrivań a vez kavet e : http://www.bretagnenet.com/scb/brezhoneg.html#doareou |
|