 |
|  |
kenskriva
20 vloaz Bremañ
1999-2001
|
|
20 vloaz Bremañ Jañ-Mai Drapier, 2000-04-04 09:44:18Ugent vloaz 'zo, da vare stourm Plogoñ, ur bochad a dud eus Skol am Emsav a groue ar gelaouenn hollvrezhonek Bremañ. M'eo bet dilezet an istitl "Kazetenn ar stourmoù e Breizh", dalc'het en deus ar skipailh gant e veizad a bourchas ingal (ur miziek eo abaoe 18 vloaz) keleier eus ar bed a-bezh en un doare sirius hag en ur yezh kempenn.
Evit lidañ an darvoud-se ez eus embannet ar miz-mañ ur stagedenn dibar. Kentelius eo (ad)lenn enni un dibab a bajennoù bet pennaouet a-hed an 20 vloaz tremenet. Ur bam eo gwelet penaos eo aet war vicherelaat ar sevel pennadoù : bet eo bet Bremañ an arnodva ma 'z eo bet krouet ha lakaet e pleustr ennañ yezh ar c'hazetennerezh. Pa zeuio ur pemdeziek e brezhoneg da wir (ha war baper pe dre gleweled e ve), dleour e vo da vBremañ evit bezañ difraostet an dachenn ha diazezet ar c'heriaoueg.
M'eo aet war wellat an danvez pourvezet enta, re rouez e van al lennerien. Sevel a ra o niver tro-dro da 3000 hiziv. Bez' ez eus kalz muioc'h a dud desket en hor yezh, hag a c'hellfe ober o mat eus ar boued-spered-se. Ha c'hwi, koumanantet oc'h ?
Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h, digoret ez eus hiziviken ul lec'hienn war ar gwiad bedel : http://www.breman.org
Jañ-Mai, a gomz diwar e lusk e-unan (ha n'eo ket e anv Bremañ)
|  |
|
|