Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

A-benn ma vo pardonet ma c'hounnar...

1999-2001
A-benn ma vo pardonet ma c'hounnar...
Loig ar Gwenedour, 2000-03-09 19:52:18
Setu bremań ur barzhoneg brav ha trist, get Bernez Tangi, ha bet kanet get Denez Prigent en e bladenn gentań, "ar gouriz koar". (Ha bout ec'h eus gwirioł-skrivagner da baeań?? Bruderezh 'ra memestra...). Spiań a ran e plijo deoc'h. Kavet 'meus anezhoń en torkad testennoł a reomp getoń er c'hentelioł lennegezh er skolveur. Klevet 'm boa anezhoń dija čl kanaouenn, met sońjal a raen e oa hengounel, ha neket ur barzhoneg a-vremań (embannet eo bet er blez 1987, er gelaouenn SKRID). Meuleudi d'ar barzh!



Plac'h Landelo

Bez'zo ur plac'h e Landelo
landandeli di landandandeli di lan dan dan deli deli do
Bez'zo ur plac'h e Landelo
kant gwech 'neus karet
kant gwech bet gloazet

Freget he c'halon e pilhoł
'barzh 'vefe kavet
ur prad alaouret

Kleier hanternoz ga't o sko
ez a kuit diarc'hen
gant he sae saotret

Ur puńs e-kichen a zo
d'ar veol hi zo aet
he divronn 'neus glebiet

Al loar a luc'h tro-war-dro
en dour trankilaet
'zegas dezhi he c'hened

Met galv' 'ra 'nezhi ar c'hav
va c'hoantig karet
amań 'vo ankouaet

'Kichen 'kresk ur bod iliav
mar plij, me ho ped
kemerit un tamm

Hag an tamm-se c'hwi a daolo
'lec'h 'mań-hi kousket
'N he bez-dour da viken.



RE: A-benn ma vo pardonet ma c'hounnar...
Yann-Fańch, 2000-03-10 12:32:09
Kanet eo bet ivez ar ganaouenn-se gant B. Tangi e-unan, hag enrollet war ur gasetig anvet "kest al lec'h"

RE: A-benn ma vo pardonet ma c'hounnar...
Jań-Mai Drapier, 2000-03-13 10:10:31
Gant Bernez Tangi e-unan e vez kanet

Al loar a luc'h tro-war-dro
AN dour SIOULAET (neket EN dour TRANKILAET)
'zegas dezhi he c'hened

pezh a ra un diforc'hig a-fet ster (an dour = rener).

A-hent-all e kustume Annie Ebrel kanań ar werz-se, kempennet brav, gant ar strollad "Dibenn" un bloavezhioł 'zo. Enrollet e oa bet war ur vaketenn-standilhon ar strollad e 1991, met n'ouzon ket hag embannet e vije bet da c'houde.

RE: A-benn ma vo pardonet ma c'hounnar...
Loig ar Gwenedour, 2000-03-13 18:12:30
Mat mat, aotrou, skrivet 'meus 'mod-sen, rak čl-se e oa skrivet en torkad 'lec'h m'am eus kavet ar barzhoneg!! Torkad "dielfennań lennegel" roet deomp get hor c'helennerion e penn-kentań ar blez. Ma'c'h eus fazioł e-barzh, nend on ket kiriek! Sur ec'h eo iskisik an "en dour", met bon, marse nend eo nemet ur vi koukoug, met evit sioulaet ha trankilaet, bout ec'h eus stummoł dishańval marse: eilskrivet eo bet hon torkad diąr ar gelaouenn "Skrid", neuzen... Met merzhet em eus e kane D.Prigent "sioulaet" ivez. Ne vern ket kalz, 'benn ar fin...

Loig

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen