Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

Bezañ seven war ur forom

1999-2001
Bezañ seven war ur forom
Kasour ar forom, 2000-03-09 11:49:46
Salud deoc'h holl !

Ret eo bet din tennañ un heuliad eskemmoù na oa nemet tabutoù enno. Gwir eo ne oa nemet ur c'hemennad a oa kiriek, met n'on ket bet evit skarzhañ anezhañ e koulz, e vakañsoù ma oan.

N'eo ket danvez an dra a oa mantrus, met an ton ma oa kanet. Gouzout a ouzon e vez kizidig ar vretoned hag e plij dezho chikanañ. Met pa vez mat arguziñ, divizout, kaout menozioù disheñvel, ne c'heller ket gouzañv kunujennoù pe dagadennoù hiniennel.

Bewech maz eus seurt posteloù diseven pe diresped (d'un den), oc'h pedet chom mut dezho. Skarzhet e vint (n'eo ket plijus seurt degouezh) hepdale (ur sizhunvezh d'ar gwashañ).

Ar gwir a zo lavarout sotonioù pe fentigelloù memestra ! Gant ma vez taget hinienn ebet.

A-galon,

Kasour ar forom.

RE: Bezañ seven war ur forom
Loig, 2000-03-09 19:22:51

Setu me adarre. Lennet meus e oa ur gudenn... ma... n'ouian ket mui pe gonniri meus skrivet c'hoazh! petra oa dija? Klasket meus er c'himignadezioù a-bezh hiziù evit kavet petra 'm boa skrivet, met kavet n'em eus ket! Ha grevus oa? Gwezhave e teu drouk ennin aes, deioù 'zo ned an ket plaen... Mar meus anjuliet unan bennak, men digarez!

Un dra diàr benn ar rannyezhoù marse? Buan e teu droug ennin àr an dachenn-mañ. Komprenit ac'hanin: e pep lec'h petra vez klevet pa glasker brezhoneg? KLT pa ne lârer ket Leoneg. Emaon é studiiñ brezhoneg e Roazhon, hag en hor c'hlas a-bezh (50 den), pet ac'hanomp a goñza gwenedeg, d'ho soñj?
DAOU.
E Breizh Ihuel, er skolioù Diwan hag arall, peseurt brezhoneg 'vez kelennet? KLT. (ha p'emañ al lec'h tostoc'h doc'h Bro-Gwened eget doc'h ul lec'h brezhonek arall)
E-barzh kentelioù dre lizher pe gentelioù noz er-maez a Vreizh Izel, petra vez kelennet? KLT.

Ha n'anavan den yaouank erbet, estregedin, hag a ouia pe hag a vehe dedennet tamm pe damm get yezh Wened. Me 'meus aon e varvhe yezh flour ma gourdadoù, ha paneve ur rannyezh hag a ya àr-draoñ, da goll, e vehe ar gwenedeg, anat eo, ha sen ne c'hellan ket gouzañv. Setu perak ec'h on skuizhet é welet tud hag a lâr tra pe dra diàr benn ar c'hKLT, en ur ziskouez splann e lakaont ar Gwenedeg a-gostez, padal e tiskoont kerklouz n'ouiant netra diàr e benn. Me 'soñj din em eus ar gwir da stourm evit ar rannyezh-mañ, met digarezit ac'hanin pand an re-bell a-wezhioù.

Pep unan ac'hanomp a ouia petra 'zo bet stourm ar galleg evit lac'hiñ ar Brezhoneg, hon tadoù-kozh o deus soñj c'hoazh a gement-se. Neuzen, d'hon tro, arabat lakaat ur rannyezh a-gostez er memes mod, éc'h ober e-giz ar galleg, d.l.e., lakaat ur yezh standard a-us d'ar rannyezhoù (stummoù rannyezhel ar galleg), evit o mougiñ. Arabat lakaat ar c'hKLT (pe al leoneg) a-us d'ar gwenedeg dre ret, kazus eo.
Ar brezhoneg a chomo bev, anat eo, met ar gwenedeg n'eo ket sur. Arabat ankounac'haat anezhoñ.

Man digarezit adarre pand on bet diseven, met an droug 'zeu ennin buan awalc'h pa santan pouez ar c'hKLT é kregiñ mougiñ yezh ma mamm-guñv.

Get ma gwellañ gourc'hemennoù,

Loig Kezeg

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen