Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

E brezhoneg war ar Oueb

1999-2001
E brezhoneg war ar Oueb
Ann, 1999-12-16 21:33:54
Salud d'an holl !
Klask a ran ober ur studiadenn diwar-benn "ar brezhoneg war ar Genrouedad". Kinnig a ran neuze ar forom-mań a-benn komz eus al lec'hiennoł oc'h ober gant hor yezh ; pere a blij deoc'h, petra a gavit mat pe fall enno, petra a c'hortozit diouto h.a… Ma kavit traoł nevez savet pe neuze ma savit ho lec'hienn-c'hwi, lezit 'ta he chomlec'h amań d'hol lakaat da vont d'he daremprediń.
Ken bremaik !

RE: E brezhoneg war ar Oueb
H Gwegen, 1999-12-17 22:48:20
Gwir oe, evit difenn ar yezh e vo red ober gant ar brezhoneg war ar oueb ( pe ar web, pe ur giz all ?)evel bemdez er labour hag er gźr. N'ouzon ket ma c'heller derc'hell ar brezhoneg gant ar genrouedad nemetken. Peb hini e ra e gwellan ma c'hall.

Hervé

RE: E brezhoneg war ar Oueb
LN, 1999-12-21 22:56:32
Iskis eo memes tra... N'eo ket ken diaes sevel ul lec'hienn ha koulskoude n'eus ket kalz anezho e brezhoneg. An tu a zo da gomz en hor yezh bremań, ret eo kregiń e-barzh ar jeu nevez-se !

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Cédric choplin an ozhac'h meur, 2000-01-04 23:24:34
Aliań a ran deoc'h lenn niv Bremań miz du 1998. Ur pennad dedennus bras a zo diwar benn ar genrouedad e brezhoneg.
kenavo
Cédric

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Jań-Mai Drapier, 2000-01-10 14:44:09
Kavet e vez (e galleg !) ur pennad war ar brezhoneg war an urzhiataer ha war ar genrouedad en Nn 207 (miz here 1999 ?) Ar Men, am eus pourchaset an danvez anezhań. Meneget eo ar bajenn http://webbo.enst-bretagne.fr/~derrien/bzhg.html, a zo ur seurt renabl peuzglok eus al lec'hiennoł e brezhoneg. Adalek se e c'heller marteze mont e darempred gant kasourien / implijerien al lec'hiennoł-se ?

Kalon vat !

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Ann, 2000-01-17 21:38:58
Trugarez ! Klask a rin niverenn Ar Men menneget ganeoc'h. Klasket ' m eus mont e darempred gant tud oc'h ober war dro lec'hiennoł 'zo, n'eo ket aes evit gwir...
C'hwi 'p eus labouret war ar yezh nevez-se a vez implijet war ar Oueb ; n'eo ket re ziaes kavout gerioł nevez evit ezhommoł nevez ?

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Jań-Mai Drapier, 2000-01-24 17:54:36
Peurliesań n'eus ket da vont gwall bell. Ret eo furchal tro-dro ar meizad emeur o klask treiń. Da skouer evit ar sz. "plug-in", implijet ez eus "lugań" (troidigezh "plug" pa vez an eus un orjalenn tredan) evit stummań "lugant". Pe c'hoazh evit ar sz. pointer" gl. "pointeur" ez eus bet kavet "bukań" a dalvez kement ha "pointer une arme", alese "buker".

Gwechoł all, e ranker pellaat un tamm deus un troidigezh ger ha ger. Ar sz. "cookie" a vez troet e gl. "témoin", a servij da envel ur seurt restr ma vez enrollet ennań anv al lec'hiennoł bet gweladennet gant an den. Ijinet ez eus bet implij "toupin" a dalvez kement ha "mouchard".

Aesoc'h eo dont a-benn eus ar seurt kavadenn ma vez meur a zen en afer. Lieskementet eo ijin pep hini gant hini ar re all...

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Loig Kezeg, 2000-02-29 19:39:29
Me n'anavan ket kalz a lec'hiadoł e bzhg pe ziąr e benn ąr ar Genrouedad, met ur goulenn 'meus da c'hober kentoc'h: bout ec'h eus rolloł a-zivout yezhoł keltiek-arall, čl Gaelic-L, Cymraeg-L h.a., met n'anavit ket unan é tennin ag hor yezh? Pe marse ec'h eus bet tud ivez o dehe savet ur "chat" en hor yezh???
Trugarez ma'c'h eus un den a c'hella ma skoazellin.

Loig

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Jań-Mai Drapier, 2000-03-01 17:35:51
Savet ez eus ul listenn-skignań en hor yezh, "petra nevez ?" hec'h anv, ha setu an daveen anezhi :

http://www.multimania.com/kasour/index.htm

N'eus ken nemet leuniań al log "Koumanantiń" d'ober, hag e krogi da resev kemennadoł a-berzh ar 80 ezel bennak zo el listenn. Gallout a ri eveljust kas da-unan ur c'hemennad dezho en ur verkań ar chomlec'h petra-nevez@egroups.com.

Ken emberr dre bostel moarvat ?

Jań-Mai

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Ann, 2000-03-03 21:50:11
Ne vez ket mui komzet e brezhoneg war foromoł Bretagne.com. Un drast eo deut da vezań al lec'hienn-mań abaoe m'eo bet cheńchet he stumm ! Daoust hag unan bennak a anavez foromoł all evit komz e brezhoneg ? (anes kontań SCB)

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Jań-Mai Drapier, 2000-03-06 11:29:13
Bez' zo unan anvet "Brezhoneg Bev", ha ne telez ket e anv evit ar poent, gant ar mougousket m'eo.

http://forums.delphi.com/bzh/start/

Gweladenniń a c'heller diouzhtu, hogen ret eo d'an den krouiń un lesanv (un "alias", 'kea), a-raok ma c'hellfe flapań. Dereat a-walc'h eo ar bageal : kounaat ar ra ar merdeer pe gemennadoł zo bet lennet ha pe re n'int ket (evel amań, nemet un tamm disheńvel ar grafouriezh).

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Ann, 2000-03-06 22:39:12
Trugarez ! Mont a ran di diouzhtu...

RE: E brezhoneg war ar Oueb
Jań-Mai Drapier, 2000-03-07 11:27:25
Disońjet am boa menegiń "petra-nevez", ha n'eo ket ur forom da vat pa z'eo ul listenn-skignań. Da lavaret eo ur chomlec'h galloudel, ha pa gaser ur postel dezhań e vez ingalet d'an holl izili (hogen gant ul lec'hienn a ro an tu da sellet an dielloł ez eus ganti perzhioł ur forom ivez).

Pajenn-ginig al listenn :
http://www.multimania.com/kasour/index.htm

Dielloł al listenn:
http://www.egroups.com/group/petra-nevez/

A galon,
Jań-Mai

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen