|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Ivonet Omnes, 2000-03-03 19:42:24 Melenoc'h e oa he fenn Na beunioù ar banal Gwennoc'h e oa he divronn Na bronn an alarc'h gwenn Ar wenn hewen am laouenas An hegarad, al lagad glas Mar am gwarant ma c'harantez Da vout henozh oc'h he c'hostez Peder melchonenn wenn A veze en he heul Pe forzh bennak a zalc'he Hag a se e c'halvit hi Heulwenn (reizhskrivadur arnevez, barzhoneg meneget get Ivonet Omnes, kloareg, hemañ a zo ar skrid brezhonek kentañ anavet pelloc'h. VIIIvet kantved, soñjit'ta! Gwir varzhoniezh'zo aze! Loig ar gwenedour RE: Heulwenn Gwenael, 2000-03-03 21:07:26 Dispar eo ent-gwir, dreist-holl ar reizhiad klotennoù diabarzh! RE: Heulwenn Markonatrix, 2000-03-05 18:23:21 Fest yn ta! Mes kaletter a'm beus a dro dhe "hewen". Pandr'yw henna? Mat tre! Met kaleter a'm eus diwar benn "hewen". Petra eo se? RE: Heulwenn Louetch, 2000-03-06 18:47:06 hewen (heguen er skrid-orin), a dalvez kement ha "é vousc'hoarzhiñ", pe "mousc'hoarzhus" mar fella dit. Met ral awalc'h eo bremañ ar ger mañ, kozh-tre eo, gallout a reer gwelet anezhoñ e geriadur Favereau, memestra. Loig RE: Heulwenn Markonatrix, 2000-03-06 23:18:18 Trugarez! "He + gwen" me a ra kompren mat. "Gwen" a zo "mousc'hoarzh" hiziv e Gembraek, hag er geriadur "hywen" 'zo kavet ivez, met merket gant sterennig, setu ger kozh. Meur ras! "He + gwen" my a woer konvedhes yn ta. "Gwen" yw "minhwarth" hedhyw yn Kembrek, hag y'n gerlyver y kevir "hywen" ynwedh, mes gans sterennik, henn yw ger koth. Markonatrix |
|