|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
Gwenc'hlan an diouganer, 2000-03-02 19:40:17 eu, merzet em eus ne oa ket ur bern merc'hed aze !!! Pebezh truez rak frank eo c'hoazh ma c'halonig paour, plijout a rafe din kavout ur vrezhonegerez koant evit chom e-barzh... RE: MERC'HED ??? Loig Kezeg, 2000-03-03 18:25:33 Eh paotr! ne'peus nameid da sellet ez kelc'h ha gwelet a ri souezhet ec'h eus ur bern merc'hed ąr ar bed!!! Pe marse emaout é chom e-kreiz ar c'hoadoł?? Kalon vat dit evit da enklaskoł Loig ar gwenedour (PS: ma ne welez plac'h erbet... kae da welet mezeg an daoulagad, neuze, a-drugarez d'un iskis a dra ma vez grwaet "lunedoł" anezhań, e WELI merc'hed !!!!) RE: MERC'HED ??? Izold, 2000-03-03 21:45:45 Gwenc'hlan, te a oar. Te a anavez sekredoł ar stered ha re ar brini o nijal. Ne welez ket da blanedenn, te, un diouganer ? Amań emaon, galvet gant da gomzoł dous... Ken vi lennet, Izold RE: MERC'HED ??? Gwenc'hlan, 2000-03-06 18:43:14 Gallout a ran en em cheńch da Dristan, ma fell dit, Izold... ha plijout a rafe dit evań ar filtr ganin??? An diouganer dall RE: MERC'HED ??? Izold, 2000-03-06 22:32:44 Ar filtr
Reiń ma buhez dit ne rin ket ken prim, gouzout a ran mat e vije ret dit tec'hout un deiz-mań-deiz. An holl a dec'h un deiz-mań-deiz
Reiń dit ma mousc'hoarzh ha ma sońjoł-noz ne lāran ket avat. Gwenc'hlan, da anv a blij din evel m'emań, na cheńch ket evit un Tristan diwirion, na cheńch ket evit plijout da unan bennak, ha pa vije Izold anezhi zoken RE: MERC'HED ??? Gwenc'hlan, 2000-03-07 18:35:21 Gwenc'hlan n'eo ket ma gwir anv!!! RE: MERC'HED ??? Izold, 2000-03-08 20:59:25 Mann ebet da respont d'ur frazenn ken sot ha ken anat... Kenavo dit, hunvre un nozvezh... Izold RE: MERC'HED ??? Markonatrix, 2000-03-07 23:53:42 Gwenc'hlan??? " ... pa'z on deut KOZH, me [verc'heta] ivez" !!! |
|