Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

Anvioù breizhek tennet eus ar bibl

1999-2001
Anvioù breizhek tennet eus ar bibl
Romual Texier, 2000-02-14 16:58:49
Goulennet ez eus bet diganin gant ur paotr eus ar S.U. troidigezh an anvioù-mañ, diwar ar bibl :
Joshua
James
Ruth
Job
Esther
Israel
Abraham
Able
Jeremiah?

Trugarez.

RE: Anvioù breizhek tennet eus ar bibl
Gwenael, 2000-02-14 20:53:04
Ne welan ket penaos brezhonekaat seurt anvioù. A-hend-all, brezhonekoc'h eget Job, n'eus ket :-))). Ret e vefe sellet ouzh ar Bibl e brezhoneg (ul levrenn bennaket zo ganin).
A galon

RE: Anvioù breizhek tennet eus ar bibl
Yann-Fanch Burlot, 2000-02-15 18:02:03
Du-mañ em eus triodigezh al Bibl An Tour Tan.
Gant an droourien ez eus bet miret stumm hebraeg an anvioù : Yaakov, Avraham,...
E troidigezioù koshoc'h e oa bet kemeret alies stummoù e tont ez ar Galleg, evel "Jeremi", pe eus ar stumm gresianek pe latin.
E brezhoneg hon eus memestra un nebeut stummoù hengounel evel
Salaun (Salomon / Shlomo)
Samzun (Sanson.
Mod all e kinigan :
Jozua, Jakez, Rut, Job, Ester, Israel, Abraham, Jeremi pe Jeremia.
Sellout ivez ouzh ar roll anvioù tud a gaver e geriadur Roparzh Hemon.

A galon ganin.

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen