|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Jañ-Mai Drapier, 2000-01-19 12:16:35 Setu un dasparzadur Linux eus a re aesañ da staliañ. A zo ivez hini kentañ e brezhoneg adalek ar staliadur. N'hoc'h eus nemet enlakaat ar sederom, loc'hañ, dibab ar brezhoneg e roll ar yezhoù, ha dav dezhi ! Diwar neuze e vo pep tra en hor yezh, ma tibabit KDE da c'horretaol(*). Ha n'eo ket brav ? Sellit ouzh ar bajenn : http://www.linux-mandrake.com/en/announce-air.php3 evit ar gemennadenn. E ezkargañ a c'heller hiziviken adalek al lec'hienn-se, ha war CD-ROM e vo embannet e deroù miz c'hwevrer. Kas a ran deoc'h da soñj pennbajenn KDE e brezhoneg : http://perso.club-internet.fr/jdrapier A galon, Jañ-Mai (*) Gnome eo anv ur gorretaol all a vez kinniget e-kichen KDE war sederomoù Linux. Un etrefas bravig en deus, ha tu vije sevel un droidigezh anezhi. Pezh a zo, n'ouzon dare ha talvezout e rafe ar boan. E-touez implijerien reizhiadoù frank ar familh Unix, peseurt dregantad a ra gant KDE, gant Gnome, gant re all ? Din da c'houzout gant KDE an hini eo ez a ar maout evit ar poent, met n'on ket sur... RE: Mandrake 7.0 e brezhoneg Romuald Texier, 2000-02-01 10:36:25 Salud dit Jañ-Maï ! Me n'anavezan den ebet oc'h ober gant Gnome en un doare sirius. KDE an hini eo a chom ar gorretaol kentañ, d'am soñj. Da skouer, en IRISA e vez kinniget KDE d'an dud, e-kichen OpenWin (ya ! ;o), met Gnome ne vez ket. Penaos emañ kont e-barzh The Company ? Romuald. |
|