Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

"An eil amzer a vev an all"

1999-2001
"An eil amzer a vev an all"
Gwennael, 2001-02-01 22:29:10
"An eil amzer a vev an all". Setu ur frazenn skrivet war ur gartenn-hetoù kaset din. E galleg e troont: "Un temps faît naître un autre" (evit moarvat: "un temps en fait naître un autre"), e saozneg "One time gives birth to another" hag en alamaneg "Eine Epoche Ruft die Nächste". Daoust ha reizh eo ar brezhoneg (ne gav ket din). Penaos e lavarfec'h neuze?
A galon,
GW.

RE: "An eil amzer a vev an all"
Dominique, 2001-02-02 13:54:16
Lavarout a rafen (gant an tammig brezhoneg a anavezan-me) :
"Ober a ra un amzer an hini a heul"

RE: "An eil amzer a vev an all"
Frañsoaz Lermen, 2001-02-02 17:38:35
Ar frazenn vrezhonek "An eil amzer a vev an all" n'eo ket direizh. Ur c'hrennlavar kozh-Noe eo, bet treuzkaset a rummad da rummad en ur mare ma ouie c'hoazh ar Vretoned kompren o yezh hep displegadurioù e galleg. Ha pec'hed marvel e vefe distresañ seurt krennlavaroù evit o lakaat da glotañ gant an troidigezhioù - peurvuiañ direizh - a vez graet diouto e galleg.

Ya 'vat, an droidigezh c'hallek eo a zo direizh ha neket ar c'hrennlavar brezhonek. Evit e gompren, n'eus ken 'met e geñveriañ gant ur c'hrennlavar all:

Div, teir amzer en deus an den
N'int ket heñvel an eil ouzh eben

Anat eo, e talvez "amzer" kement ha "mare eus ar vuhez" (yaouankiz, oad gour, kozhni) ha neket "marevezh" (pe époque e galleg).

Ha setu penaos e komprenan ar frazenn "an eil amzer a vev an all":

Ar pezh a ra an den en e yaouankiz a dalvezo dezhañ en e oad gour hag ar pezh a ra en e oad gour a dalvezo dezhañ en e gozhni.


A galon






RE: "An eil amzer a vev an all"
Gwennael, 2001-02-04 15:06:22


Frañsoaz Lermen a skrivas:
-------------------------------
Ar frazenn vrezhonek "An eil amzer a vev an all" n'eo ket direizh.
-------------
Trugarez evit ho tisplegadenn. Pezh a gaven iskis e oa "an all" er frazenn-mañ ha neket "heben" (benel eo "amzer").
A galon,
GW.

RE: "An eil amzer a vev an all"
Frañsoaz Lermen, 2001-02-04 23:20:20
Gwennael a skrivas:

Trugarez evit ho tisplegadenn. Pezh a gaven iskis e oa "an all" er frazenn-mañ ha neket "heben" (benel eo "amzer").
____________________

Ur ger iskis a-walc'h eo "amzer", na gourel na benel pe, marteze, gourel ha benel war un dro.

Gwir eo, e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war e lerc'h: amzer vrav, amzer gaer, amzer vat...
Met lavaret e vez "ar pevar amzer" hag ivez
"an amzer a ra e dro". Ha ma'z eo "gwallamzer" benel ez eo "nevez-amzer" ha "diskar-amzer" gourel.

F. Kervella a skriv en e Yezhadur Bras ar Brezhoneg:

An amzer amdremenet eo an amzer ma vez graet gantañ an aliesañ en danevelliñ.

Gant se ne c'heller ket lavarout ez eo "amzer" un anv benel rik. Ur ger eus an "trede reizh" a rafen-me anezhañ, pe ur ger "treuzreizh" ha na oar ket war be du skeiñ ;-)

Evel-se emañ kont ivez gant "avel": avel griz, avel but, avel greñv... met ar pevar avel.

En unan eus he barzhonegoù e skriv Añjela Duval:

P'int-int degaset dezhi bemdez
Gant ar Pevar Avel!

hag en unan all

Avel Walarn en deus c'hwezhet
Hag an delioù 'zo bet skubet

Eeunoc'h eo an traoù gant "an all". Gourel eo pa gemer lec'h un anv gourel ha benel pa gemer lec'h un anv benel. Ha gant se e c'hell bezañ lakaet koulz e-lec'h "eben" hag e-lec'h "egile".

A galon











1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen