Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

kenskriva

Klask zo war genlabourerien

1999-2001
Klask zo war genlabourerien
Romuald Texier, 1999-11-16 13:30:27
Ezhomm a zo eus tud da gemer perzh e-barzh Kervarker.

D'ober petra ?
Da skrivañ ! Sevel pennadoù, danevelloù, barzhonegoù, studiadennoù,...

Pennadoù war ar skiañtoù, al lennegezh, an arzhoù, ar sonerezh, ... Forzh peseurt danvez a blij deoc'h hag oc'h gouest da skrivañ diwar he fenn.

Danevelloù, barzhonegoù eus fozh peseurt live, rak plijout a ra d'an dud o teskiñ brezhoneg lenn skridoù en ur yezh aes hag eeun.

Maz oc'h kelenner e c'hellit lakaat ho studierien, skolidi e-barzh ar jeu, evel m'o deus graet reoù Diwan.

D'ho pluenn 'ta, tudoù !

A-galon,

Romuald a-berzh Kervarker.


RE: Klask zo war genlabourerien
T Daniel, 1999-12-19 23:41:35
Salut deoc'h ...

Evit ar wech kentañ e tremenan war ho weblec'h hag a gavan dedenus kenañ anezhañ.

Dedenet e vefen bet gant aosañ traoù evidoc'h met red eo kaout ul live huel tre evit skrivañ traoù e brezhonneg ...

Un dra a vefe mad ober a zo kinig d'an dud skrivañ war tachennoù a blij dezho gant yezh a ouzont ar gwellañ, ha goude se deoc'h-c'hwi da droiñ an testennoù. Evel-se e vo ur bern traoù war tachennoù a bep seurt, ar bed gwelet gant lagadoù ar re yaouank ha deuet da vezañ lennet e brezhoneg war ho weblec'h.

Evel just n'eo ket red ober an holl traoù e mod-se rak ez eus ezhom d'an dud skrivañ e brezhoneg ... met, me sonj din e vefe kalz muioc'h a draoù dedenus ma vefe kiniget d'an dud komz war benn o bro gant ur stumm aes evito. E giz-se e vefe marteze ur c'hemmad labour evit unan bennag a droio an traoù kaset e yezhoù all.

Plijadur am eus bet war ho weblec'h ... Kenavo.

RE: Klask zo war genlabourerien
Cédric choplin an ozhac'h meur, 2000-01-04 23:25:48
Klaket e vo. Prometiñ a ran.

RE: Klask zo war genlabourerien
Jacob Yann-Vark, 2000-02-16 20:07:49

Skoaler on e skol Diwan Gwengamp, ha tro o
deus bet ma skolidi da sevel istorioù
bihan e brezhoneg. Traoù a bep-seurt.
Ober a rin ur renabl anezho da gas deoc'h.
Ma z'hoc'h dedennet eveljust.
Kenavo.

RE: Klask zo war genlabourerien
anne marie, 2000-02-27 17:34:19
Kregin a ran da zeskin ar yezh brezhoneg ha dedennet on gant istoriou bihan .
Trugarez deoc'h . Anne Marie

RE: Klask zo war genlabourerien
Loig Kezeg, 2000-02-29 19:45:48
Me 'meus bet tro da sevel traoù dija met n'on ket sur e viet dedennet gete..........

Klask a rin sevel traoù a-ratozh aveitoc'h.

Ken ar wezh arall

Loig

RE: Klask zo war genlabourerien
Loig ar Gwenedour, 2000-03-02 19:45:14
El ar pezh meus skrivet a-raok, e plija din kalz trein traoù da vrezhoneg, ha troet meus da skouer ur gontadenn fantastik get Theophile Gautier (nen oa ket gwall-aes, a hend arall...), ha m'ho peus c'hoant e c'hellhen he c'has deoc'h, met re-hir eo (pemp fajenn Word a ra...) evit bout kaset e barzh ur gimignadez, a sonj din... Penaos gober? Met marse e c'hellan klask gober memestra??

Ken ar c'hentan...


1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen