|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Franēais · English · Espańol · Deutsch |
|
Tangi I.Strogell, 2000-04-15 19:19:22 Setu brezhoneger yaouank on hag un nebeut goulennoł 'meus? 1.Peseurt plas evit ar gallaoeg e Breizh a-vremań hag evit arc'hoarzh?Trefoedach (Evel ar brezhoneg komzet e-giz ma vez laret gant broadelourien zo),eil yezh vroadel evit tud all kar-o-bro,yezh rannvroel. 2.Mod all peseurt sevenadur brezhonek?Gwir eo ne vez kavet nemet nazied,faskourien e-touez an dud a ra war-dro ar brezhoneg da skouer Goulven Pennaod, Yann-Ber Tillenon h.a.P3etra ober gant skrivagnerien a vez livet evel pennoł-faskour. Sonjal a ran e R.Hemon, Langleiz pe Youennn Drezen o deus bet komzoł enepyuzevek spontus. Gwir eo e oant tud ur maread, ur gevredigezh hini kornog Europa ha ne oa ket bet gwall blijus evit ar Yuzevien. Met,klask a reomp lakaat ar brezhoneg da vont war-raok ha n'eo ket aes gant ar pezh o deus skrivet ar re-se(ne gaozan ket eus o labourioł lennegel pe yezhoniel).Ur gudenn eo evidon-me ha plijet e rafe din diskoulmań anezhań e-keit ma vez tud o kanmeuliń ar re am meus menneget a-us. 3.An dud-se just a-walc'h o deus digoret dorioł nevez d'al lennnegezh vrezhonek ha laket odeus ar brezhoneg da "frekentiń" tachenoł nevez.Bremań e kav din eo re liammmet ar brezhoneg ouzh Breizh.Ne vefe ket mat distagań an eil deus egile.Ar bed dre ar brezhoneg...Evit gwir,aet on skuizh gant an envorennoł(s.o. danvez brasań ar gelaouenn Brud Nevez...) 4.petra e vo distagadur ar brezhoneg warc'hoazh?Unan par d'an hini gallek?Tud zo n'int ket evit lakaat mat an tao-mouezh,en-o-zouez Per Denez.Dipitus bras evit ur c'helenner war ar brezhoneg,ur stourmer bras hag ur skrivagner. Mersi bras deoc'h tout RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Gwenael, 2000-04-15 21:08:22 Tangi I.Strogell a skrivas: -------------------------------1.Peseurt plas evit ar gallaoeg e Breizh a-vremań hag evit arc'hoarzh?Trefoedach (Evel ar brezhoneg komzet e-giz ma vez laret gant broadelourien zo),eil yezh vroadel evit tud all kar-o-bro,yezh rannvroel. Respont: Siwazh n'eo ket bet gouest paotred ar gallo da ober deus o parlant ur gwir yezh reizhekaet. Evidon-me ez eo un tammig touellus ivez komz deus ar gallo evel ur yezh a glotfe (pebezh burzhud!) gant bevennoł Breizh-Uhel. Mes ar gallo en deus e blas e Breizh-Uhel, muioc'h evit ar brezhoneg, evidon-me. 2.Mod all peseurt sevenadur brezhonek? Respont:Komz a rez deus Goulven Pennaod e-giz pa 'n dije ul levezon bras war an Emsav. GP zo un den gouiziek-tre, un den a skiant mes n'eo ket ur politikour. Ar brasań istim am eus evit al lenneg; Yann-Ber Tilenon? Pell zo m'eus ket klevet komz deusoutań. Petra eo deuet da vezań? Evit a sell ouzh Roparz Hemon, h.a., hon eus-ni brezhonegerien ar bloavezh 2000 ur bras a zle en o c'heńver. A galon, Gwenael RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Yann-Fańch, 2000-04-25 00:23:06 Skrivet en deus Gwenael : "Evit a sell ouzh Roparz Hemon, h.a., hon eus-ni brezhonegerien ar bloavezh 2000 ur bras a zle en o c'heńver." Re verr ha re aes e kavan da respont, Gwenael, ha re bar da respont "ofisiel" an emsav. Gwir eo hon eus ur bras a zle e-keńver R. Hemon, Y. Drezenn hag ar re-all. Gwir eo o deus skrivet ha graet ur bern traoł a-bouez evit Breizh hag ar brezhoneg. Gwir eo ivez n'int ket didammal e-keńver o emzalc'h a-raok hag e-pad ar brezel. D'am sońj eo re dechet an emzav da devel traoł zo ha da zismegansiń hep respont ar re a dag ac'hanomp war an dachenn-se. Me 'gav dipitus bezań rediet da lenn pennadoł ha levrioł hon enebourien evit anavezout gwirionezoł zo. Diwar-benn Y. Drezenn, da skouer, ne gavan e-barzh kelaouennoł an emsav, da vare e gantved deiz-ha-bloaz, nemet meuleudi, azeulerezh, liderezh. Ger ebet diwar-benn e skridoł e-barzh ar gelaouenn "Arvor" da-skouer. Ur fazi bras eo lezel an dachenn-se d'hon enebourien. Er c'hontrol e vefe enor an emsav komz disaon ha divezh eus ar prantad-se eus hon istor. E barzh niverenn 84 Al Lanv (p. 22) e lennan, dindan bluenn L. Raoul : "Ret eo eta ober hor mad eus an Istor tremenet evit diwall da adkouezhań en hevelep gripedoł" Ret mat eo avat. N'eus ken met ober... RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Gwenael, 2000-04-15 21:14:48 Tangi I.Strogell a skrivas: ------------------------------- diwar-benn distagadur ar brezhoneg. Re wir pezh a larez. Re a dud bremań a gav dezhe n'eo ket pouezus strivań a-benn distagań ar brezhoneg en ur mod propik a-walc'h. Ur fazi bras eo. Ar soniadouriezh zu un deus perzhioł pennań ur yezh. Dipitus e vezan alies o klevet tud ar rummad yaouank (bugale Diwan, lakomp) o tistagań ar brezhoneg gant pouez-mouez ar galleg. A galon ganit ha ga'r re all, Gwenael RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. sarah, 2000-04-24 22:58:40 Demat...Un tammig diwezhat on marteze evit kemer perzh, met pezh a lārit a santan tost ouzhin. Evit pezh a sell ar galloeg, em eus bet tro da c'houlenn, gant tud all, kentelioł a-berzh ar gevredigezh a ra ar muiań evitań : Kentelioł a zo bet paouezet goude teir c'hentel abalamour da gudennoł aozań, pe arc'hant dreist-holl, daoust d'an deskarded bezań 6. Komprenet 'meus e oa "intoks" pezh a lāred kement, e oa ar galloeg ur yezh gwir par da yezhoł all hag all. Arabat meskań huńvreoł ha fedoł evel ma vez graet re alies en hon bed strizh a vrezhonegerien, da skouer. Ma ne fell ket d'ar re a gomz reiń un tammig anezho o-unan a-benn deskiń d'ar re all, ne dalv netra. Erfin, se n'eo nemet pezh 'meus gwelet me. Diwar-benn Roparzh Hemon, Drezen hag all, anat eo n'int ket gwenn-gwenn, gouennelour tre zoken a-wechoł met goude bezań bet labouret war o skridoł e welan dre vras n'oa ket kement-se o freder pennań, an arz ne lavaran ket. Ret neuze barn an arz e-keńver an arzoł all ; an emzalc'h politikel e-keńver emzalc'hoł politikel all. N'eo ket evit difenn anezho e lāran se, yaouank on me ivez ha kentoc'h koul, ne ran ket a bolitikerezh. 'M eus aon e vez graet kalz a drouz war-dro se ha n'eo ket kement se ar gudenn donań -diskar an emsav dre silań sonjezonoł treuz e penn an dud, ne lāran ket. Met evel ma vez lāret alies, da bep hini da varn e-unan dre lenn pezh o deus skrivet ar re gozh. Diwar-benn distagadur ar brezhoneg em eus traoł da lāret ivez. Me 'meus desket ar brezhoneg dre c'hoant sikour ar re a boanie evit difenn ur sońj a gaven reizh, hini gwir an dud da gomz en o yezvamm. N'on ket a vreizh, ha kalz a dud eveldon a zo, muioc'h-muiań zoken. Den ebet eus ma familh ne gomz brezhoneg ha n'am bez ket tro da datouilhat gant tud all hep strivań evit se. Eveljust ha gant ar vezh e komzan fall put gant an taol-mouezh spontus a vez ken rebechet deomp ma ne gredan ket komz peurliesań. Pezh 'meus c'hoant da lāret eo n'eo ket reizh kement-se. An holl a zo laouen o welet penaos e kresk spontus niver an deskarded bep bloaz ha degemeret int mat tre. Met goude bezań strivet bloavezhioł ha bloavezhioł, kredet kalz, roet kalz, evit ur bern tud e chomo dirouestl kudenn ar pouezh-mouezh. Petra 'vez kemennet deomp evit mont war-raok, estreget mont da gomz gant tud kozh (diaes evidomp tud yaouank, pa ne reomp ket en hon yezh deomp dija), pe mont da chom e-touez brezhonegerien a-vihanik. Ar re a zeu a-benn a zo rouez, ha n'eo ket da damall deomp d'am sońj. Marteze on nul evel ur bern tud all, met ur mare'oa ma oa kontant an dud kavout ac'hanomp evit kreskiń ar sifroł. Ha muioc'h-mui e komprenan eo evel-se evit ur bern tud, evel tud bugale Diwan ne gomzont ket brezhoneg da skouer. 'Meus aon bezań implijet evel dregantad ha n'eo ket bezań doujet evel un hinienn. Tapout un taol-mouezh a-feson ne vez ket desket el levrioł, kemer a ra ur bern amzer. Arabat ankounac'hat an hent hon eus graet evit mont betek amań ! Ha kement-se n'eo ket evit laret 'meus ket c'hoant deskiń, met p'hon eus ur familh pe ur vicher n'eo ket en Emsav, n'eo ket ken aes ha se. A-wechoł en ur gomz gant tud all o deus graet ar memes hent egedon hon eus c'hoant paouez pep tra ha mont d'ober un dra all. Amań eo graet ar jeu dija : ar vrezhonegerien a-vihanik o do ar plasoł gwellań, hag a lako o familh da gentań d'o heul, hag all hag all...Ma digarezit, n'on ket oc'h ober un "diwaskadenn", met an holl traoł-se a samm ma c'halon, ha daoust na vije ket komzet aliesoc'h eus se 'meus aon e vije ur bern tud eveldon. Petra 'sońjit ? Spi 'meus e vin lennet ha komprenet Kenavo 'benn nebeut -S. RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Yann-Fańch, 2000-04-25 18:48:06 Ne gredan ket ez eo ar brezhoneg ken diaes-se da zistagań. Ret eo heuliań ar reolennoł diazez (taol-mouezh, hirder ha liv ar vogalennoł, mouezhiadur/divouezhiadur ar c'hensonennoł dibenn ger). Evel-se e teuer a-benn da dapout un distagadur na vo ket peurvat marteze, met a vo bepred kalz gwelloc'h eget hini ar galleg plaket war ar brezhoneg. RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Loig, 2000-05-02 19:05:28 Skriviń a rez mat-tre, damezell!! Un dra-rall meus da lāret oc'hpenn, d.b. ar skrivagnerion: Gwir eo n'eo ket gwenn-kann tremened skrivagnerion'zo, marv pe vev. Ret eo barniń anezhe čl ar pezh a veritont. Met ne faota ket meskiń politikerezh ha lennegezh. da gentań, ar mennozhioł politikel n'int ket berped pouezus e-barzh skridoł'zo, hag a-hend-arall, skrivagnerion čl Céline pe re-arall oa enepyuzeviourion spontus, met degemeret int čl skrivagnerion bouezus moństra. Un dra-rall zo ivez: gwezhave ec'h eo 'kaoz d'o c'hudennoł-koustiańs m'o deus skrivet skrivagnerion'zo... Un den n'en deus kudenn erbet en e benn ne skriva ket. (Ar mennozh-sen a amprestan diget F.Favereau, ma c'helenner: hemań d'eo ket faskour ha lāret'ra an traoł čl m'emaint). Kudenn ar mare 'zo ivez. Da vare R.Hemon hag arall, hag a-raok ivez e oa pep hani, pe dost, met darn muiań ag an dud d'an nebeutań, enepyuzeviour pe gouennelour (?) h.a. Ha sońjal a rit e oa komunist Kervarker e-unan, en deus roet e anv d'al lec'hiad? Tamm; tu dehoł pellań ha mirour ne lāran ket. El pep unan d'ar mare hag a-raok ivez. El just me n'on ket rasist na netra, hag amań n'on ket é klask digarezioł da gonniri an dud. Met ret eo barniń ąr an tachennoł reizh, ha neket kemmeskiń an holl. Ma vehe ret skarzhiń pep arzour ha barzh ha skrivagner en doa mennozhioł iskis pe hegasus, sońj din ne chomhe ket kalz anezhe!! Get ar rummad nevez e spian e varvey ar mennozhioł brein-sen, gwad nevez ganeoc'h-c'hwi, tud yeuvank (20 vlez meus, boń...), ha netra spontus ken e penn an danvez skrivagnerion nevez!! A galon Loig ar Gwenedour RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Loig, 2000-05-02 18:42:33 Gwir eo rac'h an traoł a lārit aze!!Me meus aon ivez!! Klouskoude e vehe ret demp kaout fiańs e bugale Diwan, dreist pep hani 'rall (estreget ar re a zeska ar yezh get o zud, čljust, met ar re-mań nend int ket niverus-tre...), peogwir e vint, a-benn nebeut, an dud nameite é ouiet końz brezhoneg flour... Neuzen... Foutu-rac'h eo distagadur yac'h ar brezhoneg, m'hel lāra deoc'h... Met boń, marsen ec'h eo ar priz da baeiń a-benn ma chomey bev ar yezh... Choajiń etre an distagadur hag ar yezh a-bezh... Loig ar Gwenedour RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Loig, 2000-05-02 18:43:41 Gwir eo rac'h an traoł a lārit aze!!Me meus aon ivez!! Klouskoude e vehe ret demp kaout fiańs e bugale Diwan, dreist pep hani 'rall (estreget ar re a zeska ar yezh get o zud, čljust, met ar re-mań nend int ket niverus-tre...), peogwir e vint, a-benn nebeut, an dud nameite é ouiet końz brezhoneg flour... Neuzen... Foutu-rac'h eo distagadur yac'h ar brezhoneg, m'hel lāra deoc'h... Met boń, marsen ec'h eo ar priz da baeiń a-benn ma chomey bev ar yezh... Choajiń etre an distagadur hag ar yezh a-bezh... Loig ar Gwenedour RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Yann-Fańch, 2000-04-24 23:35:57 D'am sońj e c'hell ar gallaoeg delc'her e blas a yezh a genlevenez, a genplijadur, bezań ul liamm etre ar rummadoł. Ur yezh dispar eo evit ar beilhadegoł, ar c'hontadennoł, ar farserezh. Bez e c'hell ivez bezań ur yezh skrivet evit an "taolioł pluenn", ur c'hazetennerezh tost d'an dud, hag evit skrivań (treuzskivań ?) kontadennoł, danevelloł, barzhonegoł. Bez e c'hell ivez, evel just bezań studiet ha desket er skol, er skolioł-meur. Ne welan ket avat penaos e c'hellfe dont da vezań ur yesh ofisiel, ur yezh skiantel pe velestradurel. Evit se eo ar galleg "standard" stumm skivet ar yezh (evel an alamaneg evit an alsaseg). D'am sońj eo tost a-walc'h stad ar gallaoeg ouzh hini ar pikardeg pe hini ar walloneg. RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Loig, 2000-05-04 18:26:28 Ur goulenn arall meus: heu aotroł Strogell, ha te'zo studier en Istoer er Sorbonne (ha donet'rez a Vodmeur...), pe studier e Roazhon 2 , DEUG 2 brezhoneg strollad 1 ?? Sur awalc'h on ec'h anavan ac'hanout!! RE: Gallaoeg, brezhoneg hag an dazont. Tangi I STROGELL, 2000-06-30 20:01:13 Arsav 'ta kamarad mat emań ar gwir ganez met arabat eo dit mont d'embann ma anv gwir war ar groaz na d'ar seizh avel kennebeut. Mezh ruz zo warnon peogwir n'am eus ket kavet amzer a-walc'h evit d'abuziń anezhań war ar web. Penaos 'mań kont Loig.Ken ar c'hentań |
|