|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
TANGI I.STROGELL, 1999-12-25 13:58:19 Salud d'an holl. Klask a ran bevan e brezhoneg met kavout a ra din eo paour-job ma yezh din-me.Hag-en e vefe tud hag a c'hellfe rein aliou fur ha efedus. A-galon. RE: ur yezh binvidik Jañ-Mai Drapier, 2000-01-04 15:29:06 Hentennoù skiantel a zo evit gwellaat parlant an den, marteze a-walc'h. Pezh a ran-me n'eo ket gwall orinel avat : dre gomz ha dre lenn an hini ez an war-raok. Un tun am bez da ginnig koulskoude : bezañ ur c'harned hag ur c'hreion er godell bepred. - komz an aliesañ ma c'hellez, gant tud disheñvel ; - lenn skridoù "bev" a bep seurt, danevelloù, romantoù, kontadennoù h.a. ; - ha lak dre skrid kement troienn a gavez talvoudus pe dic'hortoz, evit derc'hel soñj outi ha klask war he fenn diwezatoc'h. Ha dreist-holl kae war da bouez, ha bez pennek. Tamm ha tamm e vez savet e bragoù da Yann... |
|