|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
Kasour Kervarker, 1999-11-15 21:21:21 Degemer mat deoc'h ! Setu ur forum gouestlet d'ar vrezhonegerien nevez eus ar bed a-bezh. Amañ e c'hellit eskemm menozioù, skoazell, kaozeal eus al levrioù ho peus lennet, penaos o peus kavet anezho, goulenn, daremprediñ, ... Ho forom deoc'h eo ! A-galon, Skipailh Kervarker. RE: Degemer mat ! TIRILLY Lanig, 1999-11-27 10:13:07 Dedennet tre ! Lan RE: Degemer mat ! Thierry DECOURS, 2000-01-05 11:39:08 Salut deoc'h tout ha bloavezh mat. Plijus on kemer perzh ho kaoseadeg gant va brezhonek (g)wann. Thierry RE: Degemer mat ! Gael, 2000-01-18 18:38:47 Salut deoch ! Studier e brezhoneg ez on e Skol-Veur Roazhon. Ar bloazh-man emaon e Norzh-Iwerzhon evel studier Erasmus. Met n'eus kentel brezhoneg ebet aman ha den ne oar ar yezh er Skol-Veur. Abaoe derou ar bloazh em eus kollet kalz d'am brezhoneg eta laouen tre ez on da gavout ar sit-man. Ma blij din d'un den bennak ar Guinness am eus ur c'huzul evitan: deus aman peogwir eo an dra wellan deus ar vro. Ha n'eo ket ker da zont e Iwerzhon, ma vez kemeret ar c'harr-nij e Beauvais (betek Dulenn)e vez paeet nemet war-dro 600 lur ur bilhed mont & dont. Ken ar c'hentan RE: Degemer mat ! Chaous mari-gaezh, 2000-01-20 17:13:09 Salud dit Gael ! Me 'zo studierez e Skol Veur Roazhon ivez hag aet on da vro-Euskadi gant Erasmus 'arlene. Neuze e komprenan mat pegen diaes eo kenderc'hel gant ar brezhoneg pa vezer pell diouzh ar vro. Kalon vat ha ken emberr ! |
|