|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
gwilherm, 2000-09-19 13:57:53 demad d'an holl, Ho kinnig a rann aman ur ger ouzhpenn e gallek hag a dalvje kemend a furcher. "Butineur" m'eus klevet alies a-walc'h. gwilherm RE: furcher Jañ-Mai Drapier, 2000-10-17 17:01:43 A zo gwir : klevet 'vez aliesig "butineur" (a-berzh gallegerien kar o yezh d'an nebeutañ). Ar ger tostañ ouzh ar gerioù-se eo ar soazneg "browser". A-hend-all ezhomm zo ivez treiñ gerioù damdost, evel "navigator" pe "explorer" ; dibabet ez eus pep hini gant an daoug evezer pennañ war marc'had ar meziantoù da vont war ar gwiad bedel, Netscape Navigator ha (Microsoft) Internet Explorer. Krog eo "merdeer" hag "ergerzher" d'ober berzh en hor yezh, din da c'houzout. A galon, Jañ-Mai |
|