Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

geriaoui

blank space

1999-2001
blank space
gwilherm, 2000-09-19 13:56:46
demad d'an holl,

Bez' e kaver geriou evid "espace" barzh geriaoueg ar stlenneg dija.
Ar ger "egor" na glotfe ket evid "blank space". Gwrizioł ar ger se a kaver e
brezhoneg barzh ar ger "digor" pe "icor" e h-br. (Favereau). Deut eo "egor"
nevez zo deus ar c'hambraeg evit diskouezh ar c'hosmos a gav din. Barzh ma
sonj neuze, ne c'hell ket diskouezh un dra gwaeget etre div lizherenn zu.

En deiz-all e oan en em gavet er SPACE!!!! (Un emvod paisanted bars a vez ingal
bep bloaz tal kichen Roazhon) gant Marsel, paotr (ha paisan) a gastellin.
Hennezh oa o c'hoari gant un arloaou evit ar wech kentan. Ne oa ket ampart kaer gant e vizied krofeg a laran deoc'h. Ha faziet a reas(!) o stagan daou
ger en eil ouzh egile. Ac'ha emezan, mank a ra an TAMM GWENN din!

Setu, an "tamm gwenn" a ginnigan deoc'h neuze.


gwilherm

RE: blank space
Romualdt, 2000-09-21 11:35:26
Hag ur "gwennig" evit ober berroc'h ?

RE: blank space
gwilherm, 2000-09-27 15:40:06
Lakkomp "gwennig". Gant ar ger-man e rin-me breman.

RE: blank space
Jań-Mai Drapier, 2000-10-02 15:19:51
Gwir eo e talvez "egor" evit ar spas divuzul a vez anvet "cosmos" e galleg cheuc'h, he n'eo ket azas evit un tammig plas da lakaat etre div arouezenn. Ar ger a zegouezh ar gwellań evit se eo esaou (anv-stroll), a gaver ken e [GBAH] ken e [GBAV] (hag an anv-verb eesaouiń diouzh tro).

"Lak un esaouenn 'ta, ma vo sklaeroc'h ar skrid !"

Perak krouiń ur ger ouzhpenn pa 'z eus unan a zere en hor c'hrez ? En implij eo e-barzh meur a zroidigezh (re levrioł Micro-Application pergen).

A galon,
Jań-Mai

Daveennoł :
GBAH = Geriadur brezhoneg an Here
GBAV = Geradur Brezhoneg a-vremań (Favereau)

RE: blank space
Gwenael, 2000-10-02 20:01:02


Jań-Mai Drapier a skrivas:
-------------------------------
Gwir eo e talvez "egor" evit ar spas divuzul a vez anvet "cosmos" e galleg cheuc'h, he n'eo ket azas evit un tammig plas da lakaat etre div arouezenn. Ar ger a zegouezh ar gwellań evit se eo esaou (anv-stroll), a gaver ken e [GBAH] ken e [GBAV] (hag an anv-verb eesaouiń diouzh tro).

__________
E geriadur F. Favereau (GBAV) e kaver "es(s)oł", a anavomp mat, ni Kerneviz, dindan ar furm "ichoł", meneger ivez er memes geriadur: "Ichoł zo" = "Plas zo".
A galon,
GWENAEL

RE: blank space
Frańsoaz Lermen, 2000-10-04 20:01:03
Ober a ran gant esaouiń pa vez anv eus ar stokell (barre d'espace = barrenn esaouiń) ha gant gwenn pa vez anv eus an nod (tri chomlec'h IP dispartiet gant gwennoł)

RE: blank space
Frańsoaz Lermen, 2000-10-04 20:02:30
Ober a ran gant esaouiń pa vez anv eus ar stokell (barre d'espace = barrenn esaouiń) ha gant gwenn pa vez anv eus an nod (tri chomlec'h IP dispartiet gant gwennoł)

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen