|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
gwilherm, 2000-09-19 13:54:28 demad d'an holl, Ho kinnig a rann aman un dra ne gaver ket c'hoazh barzh geriaoueg ar stlenneg. Evid spool (spool directory) e kinnigan "lostennad" pe "steutennad" a dalvfe kemend a "file d'attente e galleg". Evid spooler (an argerzh) petra sonjit deus "kaladur". Evid ar re na oufe ket gwriaat, ar c'haladur a zo un tamm mell houarn, an neudenn ennan, o vont hag o tont dindan an daol gwriaat. E-giz e saozneg! gwilherm RE: spool Frañsoaz Lermen, 2000-10-05 00:31:50 Evit spool e ran ivez gant lostennad hag a seblant din ar ger reizh. Evit spooler avat e ran gant lostenner. Daoust ha ken reizh eo? N'ouzon ket met klotañ a ra gant lostennad. Ha ne soñj ket din e vefe mat drevezañ ar saozneg war ar poent-se rak ur c'hoari gerioù a zo bet graet ha na c'hell ket bezañ graet en ur yezh all. Gwir eo, e talvez ar ger spool kement ha kaladur, met arabat e vefe disoñjal ez eo bet savet diwar Simultaneous Peripheral Operations OnLine. Ha ne c'heller ket keñveriañ ul lostennad gant un neudenn a vez dibunet dibaouez. Al labourioù, urzhiet el lostennad ha distag an eil re diouzh ar re all, a c'hortoz da vezañ sevenet unan-hag-unan. E-giz an dud o c'hortoz o zro dirak ar gador-gofez! |
|