Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

geriaoui

Header / Footer

1999-2001
Header / Footer
Jañ-Mai Drapier, 2000-08-10 22:43:07
Evit kregiñ ganti, penaos e rit-hu evit treiñ sz. "page header / footer", fr. "en-tête / pied de page" ? Daou c'her a zo anv anezho er skridtreterezh, pa vez termenet ar menegoù da lakaet e laez ha e traoñ pep pajenn, en ur stern peuliesañ, hag a laka war wel da skouer anv an teul, hini ar rannbennad, ar pajenn-red, an deiziad pe anv an embregerezh.

Ar ger kentañ a zeue din evit header a oa "talbenn", hogen re ledan eo e implij a-hend-all. Evit chom e tachenn ar stlenneg e c'hell talvezout ivez evit sz. title / gl. titre (ur prenestr, un teul...) pe sz. forehead / gl. front. E-barzh Lavar 10 ez eus ur pennad a ra dave d'un gwrizienn vrezhonek kozh, "raoulin", a dalvez un dra bennak evel gl. "linteau", hag a zo kinniget ar stumm arnevez deveret dioutañ, "reollin" evit ar ster-se a "header". Sed ur meiziad a implijer aliezig : ouzhpenn ar ar skridtreterezh e gavout a reer er c'hemennadoù postel pe er restroù tarzh (stadamant hollvrudet ar "yezh" C : #include ). N'eo ket ken spontus lakaat ur ger nevez da dalvezout pa vez gwelet ingal : aesoc'h a-se e vo d'an dud e gounaat.

Evit "footer" a vat, e choman bout. "Traoñ pajenn" ? Penaos diforc'hiñ neuze diouzh an notennoù traoñ pajenn ?

Petra eo ho soñj ?

Jañ-Mai

RE: Header / Footer
Yann-Fañch, 2000-08-22 23:42:32
Evit "header", e plij din "talbenn" kar klotañ a ra gant "fronton, frontispice"
"Front/forehead" zo kentoc'h "tal"
Evit "titre", e c'heller ober gant "titl"

Evit "footer", ne wellan nemet "traoñ pajenn" pe "lost pajenn"
Un "notenn traoñ pajenn" a c'hellfe bezañ un "isnotenn"

Kement hag ober, evit "fond" (de page,d'écran) e kinigan "leur" pe "drekleur"

Petra 'sonjez eus ar geriaoueg aozet gant TermBret :
http://www.breizh.net/bzhg/mahtml.htm
Ha kemeret 'peus perzh ennañ?

RE: Header / Footer
Fañch, 2000-09-04 23:37:04
E daneg e ront gant "treust" (bjælke) evit pezh a dalv "title bar" e szg. Evit ar ger "header" em-eus soñjet ouzh ar ger "tal-embann", men "raoulin" pe "reollin" a vefe dispar evit "title bar". Evit "footer" e vefe mat gant ur ger bennak diwar "troad" avat, martreze "troadad"?.. Gerioù nevez flamm zo mat awalc'h ivez, keit ha ma n'int ket re diaes pe iskis. E gis ma lavar Jañ-Mai, en em voaziñ a rer outo buan awalc'h ma vezont gwelet alies...

RE: Header / Footer
gwilherm, 2000-09-11 11:29:58


Pezh a skirver barzh kerc'h ur bajenn a zo "titre" pe "title" ul levr pe pennad ul levr, pe anv un embregerezh...
"Talbenn" a gavañ brav ha bravoc'h choazh evid "title bar". Pezh a skirver en traoñ ar bajenn a zo kentoc'h
notennigou. Isnotenn a gavan dreist evid an notenn. Koulskoude, an anv-se a ziskouezh petra dalv pezh a vez skrivet. Ne
tizkouez ket al lec'h war ar bajenn. Pa vez komzet deus al lec'h, "penn krec'h" ha "penn traoñ" a kinnigan deoc'h.

Galloud a rafemp klevet : "Peurliesañ e skriver an isnotennoù e penn-traoñ ar bajenn."

A-hend-all, an troad a zo un dra a pouezer warnañ (da skouer troad ar bal). Neuze ne klotfe ket tre amañ ' gav din.

Ereadurezh eo pezh a skriver e penn ar restroù tarzh e yezh C. Ibiliañ a ra ur restr ouzh ar re all. Mar c'hoarvez
ganomp skarzhañ al linnennoù-se maez dioutañ, kouezhañ a raio an traou : raoulin pe reollin a glot tre neuze.
Gwelloc'h eget "Penn-krec'h" hag a vefe mat koulskoude evid traou a zo.


sed aze ma sonjigoù
gwilherm

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen