Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Franēais  ·  English  ·  Espańol  ·  Deutsch  
Foromoł kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

geriaoui

Ur meziant evit seniń

1999-2001
Ur meziant evit seniń
Jań-Mai Drapier, 2000-12-19 15:28:53
Dizoloet am eus nevez 'zo ur meziant a-feson, AbcNavigator e anv, evit aozań tonioł ha seniń anezho (dre hantererezh kartenn son ho ardivink). Diazezet eo war un "areg" (ur "yezh" stlennek) eeun-kenań, anvet ABC, zo aes da vestroniań d'an nep a oar envel an notennoł hervez ar mod saoz pe alaman (A=>La, B=>Si, C=Do, alese e anv).

Azas-tre eo evit notennań tonioł hengounel, ha kavout a reer dre ar gwiad bedel dastumadennoł niverus sonerezh ar broioł keltiek gouezeleger (Iwerzhon, B.Skos, Cape-Breton...). Evit a sell sonerezh hengounel Breizh avat, ret eo anzav eo treut ar peuriń... evit poent !

Savet em eus, evel just, troidigezh vrezhoneg ar meziant. Peadra o tennań d'ar meziant-se a gavoc'h e

http://perso.club-internet.fr/jdrapier/AbcNav

A galon,
Jań-Mai

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen