Kervarker
 Abaoe 1995 Brezhoneg  ·  Français  ·  English  ·  Español  ·  Deutsch  
Foromoù kozh
· 1999-2001
· 2001-2002

geriaoui

Pennad-stur

1999-2001
Pennad-stur
Jañ-Mai Drapier, 2000-08-10 22:35:57
Ur c'halz ac'hanomp hag a ra gant un urzhiataer, a zo mennet da vont outañ, pe da gomz diwar e benn, e brezhoneg. Kudennoù geriaouiñ niverus a sav diwar neuze.

N'eo ket e vije difraost an dachenn, na dost. Embannet ez eus ur c'heriaoueg (Diwan) hag ur c'heriadur (Preder), daou sturlevr pleustrek (MicroApplication), pennadoù e-leizh, meziantoù troet pe savet end-eeun en hor yezh...

Pa genverier dibaboù geriaouiñ al labourioù-se avat, n'eo ket diaes merzout kemmoù bras etrezo, a denn da voazioù ha da vlas pep hini. Ouzhpenn, hini ebet eus al labourioù-se n'eo peurglok.

A-hent-all pep hini ac'hanomp en deus kavadennoù, sonjezonoù, plegennoù... war ar c'hrafoù-se. Eskemm war o divoud eo pal ar forom-mañ. Evit kaout savpoent ur bochad tud, ha n'eo ket prederiadenn un hinienn na kennebeut hini ur chapel, ha pa vefe unan a poell vras. Hollbrizius eo an eskemmoù pa vez anv a c'houzout hag-eñ ar ger-mañ-ger a raio berzh pe get.

Un abeg diwezhañ am eus da gemer an intrudu : o stagañ gant troidigezh stumm 2 KDE(*) emaon, hag en arvar da chom bout diwar re a c'hudennoù geriaouiñ.

Deuit niverus enta da vreutaad ha da vurutellad. Urzhiataerioù ar vro, kroget ganto da zrailhañ ur gerioù bennak en hor yezh, ha dalc'het gant an anken da chom sac'het, a gont warnoc'h !

A galon,
Jañ-Mai

(*) Sellit ouzh http://perso.club-internet.fr/jdrapier/KDE evit gouzout hiroc'h.

1999-2001
· apprendre
· aprender
· kenskriva
· learning
· geriaoui
· lernen