|
| Abaoe 1995 | Brezhoneg · Français · English · Español · Deutsch |
|
josh, 2001-01-30 09:21:06 Salud d'an holl, Me vo e Sant Brieg e-pad an hanv da zont hag e garfen kavout tud gant piv e c'hallin komz brezhoneg. N'am eus ket kalz a vignoned er c'horn-vro-se, met me fell din ober anaoudegezh gant tud brezhoneger. Anavezout a rit unan bennak? Ur paotr yaouank a 21 vloaz on, ha kinnidig on eus ar Stadou-Unanet. Saozneg eo va yezh vamm. E ker Chicago emaon o chom. Desket em eus brezhoneg ma-unan, gant levriou ha diskou. (Marteze c'hwi ne felle ket deoc'h gouzout an holl draou-se, met c'hwi am eus lavaret memestra!) M'en em zigarez evit an holl faziou a ran e brezhoneg. Trugarez braz, JOSH :) RE: brezhonegerien e sant brieg Jañ-Mai Drapier, 2001-01-31 11:30:47 Anavezet dre-holl eo an tiegezh Ar Menn e sant Brieg : an tad, Gwenole e anv, zo un enklasker war skridoù brezhonek kozh. Ar vamm, Garmenig Ihuelloù hec'h anv, zo unan eus animatourien Kreizenn Sevenadurel Abherve. Ar pevar mab (Brieg, Malo, Riwall ha Tangi) a ra war dro kelenn ar yezh, sevel bannoù-treset, seniñ, sevel dafar stlennek ha me 'oar-me... ha kement-se en hor yezh. Drezo emichañs e c'halli anavezout pelloc'h brezhonegerien ar c'horn-vro. Setu bepred chomlec'h postel Tangi, hini a ra war-dro ar stlenneg : Bzh5@Bzh5.com, pe STUR@BZH5.COM 5gallout a rez ivez teurel ur sell war e lec'hienn : http://stur.bzh5.com A galon, Jañ-Mai G.S. Ur munudig : war ar forom e galleg emaomp amañ. Dre ma 'z out barrek da vont e brezhoneg (ha dont a ra brav ganit !), gwell e vije mon war hini anvet "Kenskrivañ") |
|