![]() |
![]() |
||||||
|
If you see this message, it means that
your browser does not enable "style sheets". Please enable the
style sheets in your browser options or preferences, otherwise go
to the "nostyle" version of Kervarker here (note that you may have to
enable JavaScript too).
An noz. Dihunet on bet gant ar gozh gwallhunvre-se! Ur wech ouzhpenn... Astenn ma brec'h davet an daolig-noz a ran, a-benn lakaat ar gouloù war enaou. Peder eur vintin eo. Gleb-teil on gant an dour-c'hwez, ha gant an daeroù ivez, moarvat. Hogen, peoc'hus on bremañ. N'em eus ket aon ken. Echu gant ar muntroù, Kilian, Mawaime ... kenderc'hel gant ma buhez a rankan ober, studierien 'zo ouzh ma gortoz. Pell 'zo ne oan ket bet ken sioul ... bloavezhioù ha bloavezhioù, n'em eus ket soñj zoken. Echu. Ur barradig aer fresk a santan war ma fas. Disoñjet em boa serriñ ar prenestr, iskis eo. Sevel a ran ha mont davetañ. Morse c'hoazh n'em boa sellet ouzh ar porzh diouzh an noz... Na didrabas!. Marteze n'eo ket ken luziet ar vuhez a-benn ar fin. Trawalc'h leuniañ anezhi gant an trevelloù pemdeziek, trawalc'h bevañ anezhi. Cheñchet a-grenn aergelc'h ar porzh. Ken trouzus, safarus, bouzarus e kavan anezhañ peurvuiañ. Hag ur sell all am befe outañ? Buan e cheñch an traoù a-benn ar fin, an dud, ar vuhez. Kement a zarvoudoù em buhezig din-me, kement a drubuilhoù ... echu gant se. Ma gwalc'h am eus bet. Ha seder eo ar porzh, seder e-giz ma'z on-me seder. Meur a wech em eus bet livet ar porzh, met gwech ebet en noz betek-henn. Dav 'vefe din klask, aes e teufe an awen din. Livañ. Chom a ran da sellet ouzh ma daouarn, binviji marzhus, gouest da sevel ha da zispenn. Gwech ha gwech all e sellan outo a-raok ha goude bezañ livet, petra eo ar c'hemm, nemet an daolenn em c'hichen, graet, echu, diavaez din , estren din, n'eo ket mui din. Hag a-greiz pep kreiz e teuan da c'houlenn ouzhin ma-unan ha ganin eo bet kaset an tamm labour-se da benn, ha din eo an daouarn-se, ha me ar vaouez a welan dirazon er melezour diouzh ar mintin, ar vaouez a lavaran sioulik hec'h anv dezhi, e pleg he skouarn, ken estren din a-wechoù hag an daou zorn-se dirazon, o krenañ bremañ. Fellout a ra din livañ, un ezhomm eo zoken. Pa oan plac'hig e kroge ar c'hrenerezh em daouarn a-wechoù, pa zeue c'hoant din tresañ, ... goude marv tad dreist-holl. An daolenn. Iskis eo. Bep tro m'en em gavan dirazi e santan ur pistig o kreskiñ ennon, evel ur flemmadenn e poull ma c'halon, ur broud o vont da c'hourc'hemenn hag o vleinañ, oc'h hentañ ma dorn, ma bizïed. Gourc'hemennet e vez al livioù din zoken, gourc'hemennet din gant ... penaos lavaret ... ur vouezh em c'hreizon o lakaat ac'hanon da livañ un daolenn n'ouzon ket he ster zoken. Abalamour da betra e talc'han gant ar c'hozh livadur-mañ? Gwelet a ran reun ar barr-livañ o redek war al lien, buanoc'h-buanañ, livioù e-leizh, stummoù o tont war-wel, kenurzh an arlivioù, krommennoù, plegoù, daoublegoù. Ha ma c'halon o taoulammat ambrouget gant ur morzhol o skeiñ taolioù ingal em fenn, heñvel ouzh mentadur un eurier, tak, tak, un eurier o vrañsigellat, mentadur un eurier, ur momeder ... UR MOMEDER ...!!! Santout a ran talmad ma gwazhïed, lammoù ma c'halon, ha netra all. Netra nemet ar momeder, livet ganin, hep rat din, dic'houzvez din, war un tamm lien. Perak? Ur momeder hag a denn re vat d'ur momeder all anavezet ganin. Ur momeder a gustum bezañ trec'h da'm youl, da'm c'hoant, a gustum sammañ ma daoulagad gant un doare latarenn, kas ac'hanon betek an isemskiant, hentañ ma soñjoù davet an endonspered, davet ur bed all n'ouzon netra diwar e benn, pe n'am eus ket soñj anezhañ ken, o veuziñ ma spered er c'housk, en un hunvre, un hunvre dihun ... Momeder Antoine de La Roche-Marie an hini eo, anat eo din, ken anat ... N'hall ket bezañ!... ar momeder, me, ar bredelfennour hag ar muntroù ...hag ul liamm a vefe? N'hallan ket krediñ! Setu ma teu ur skeudenn war ma spered, war skramm ma daoulagad, evel ur filmig berr o taolenniñ muntroù Kilian ha Mawaime, hag ouzh ar voger, trolinenn, skeud ur muntrer, hag a zo ur vuntrerez. Hag ar vuntrerez-se, gwashañ tra, a zo he blev a-liv gant ma re, he beg hag he daoulagad rik-ha-rik evel ma re! Ur spont ... ma selloù pizh, difiñv, liv an drougïezh enno, kasoni ul lazher didruez. Met petra 'zo c'hoarvezet ganin? ... Piv eo ar muntrer? ... Piv on?!... A-greiz-holl, ar pellgomzer o seniñ. Dasseniñ a ra diridignadennoù skiltr ar pellgomzer ennon, daskrenus, evel skeudenn divuhez Kilian. Paouez! Tevel a ri?!! Ur barrad fulor o kreskiñ ennon, ar fulor am boa dalc'het abaoe ma yaouankiz, o kinnig tarzhañ, hag a steuz diouzhin a-daol trumm, lazhet, evel an tan gant al ludu.
Petra 'c'hoarvez? Petra 'zo? Perak ez a da zistagañ ar gerioù-se? Nann! Nann! N'eo ket ...! Tav! Tav! Tav!...Boudinellat a ra ma divskouarn, ur c'horfad aon 'zo krog ennon. Ret e vo din advac'hañ, advac'hañ ar pellgomzer. Santout a ran ma c'horf o stegnañ gant an aon, gant ar spont. Klask a ran huchal a-bouez-penn, met ne zeuan ket a-benn.
|
||||||