![]() |
![]() |
||||||
|
If you see this message, it means that
your browser does not enable "style sheets". Please enable the
style sheets in your browser options or preferences, otherwise go
to the "nostyle" version of Kervarker here (note that you may have to
enable JavaScript too).
Sevel a ran, ha mont etrezek ennañ.
Ul lajad a dremen a-raok din gellet respont dezhañ. Skeudenn penn Kilian a zeu ingal war skramm ma malvennoù, da waskañ ma spered. Strafuilhet on c'hoazh.
Diskouez a ran da Jañ-Loui ar c'horf damguzhet a-dreñv ar burev.
Lakaat a ra e vanegoù plastik ha mont prim da furchal e tiretennoù an armelioù, er gegin... Sellet a ra dindan an arrebeuri. A-greiz-holl e tegouezh ur strollad tud. Seizh en holl. Unan gantañ ur benveg-foto, ur medisin, daou all da glask louc'hoù, merkoù chomet war-lerc'h ar vuntrerien, unan all da gemer notennoù ha daou baotr an ambulañs evit kas ar c'horf ganto. Kement a dud a zo ma 'z eo deuet ar sal da vezañ ur gwir varc'had. N' ouzon ket mui e pelec'h lakaat ma c'horf, petra ober. Echu e dro fri-furch gant Jañ-Loui e kinnig din mont betek stal Vawaime. A-raok kuitaat an ti e taolan ur sell c'hoazh war gorf Kilian. Dres d'an ampoent, paotr e venveg-foto, diseblant, o trapañ skeudennoù anezhañ. Pignat a reomp en oto, ur Safran du.
Loc'hañ a ra ar c'harr-tan. Met, perak 'ta mont d'ar stal?
Ne c'hell ket bezañ an doser, alato! Ganin emañ. E santout a ran e godell diabarzh ma c'habig. N'eus forzh penaos, ne oa ket bet graet un eil skouerenn anezhañ. Nann, ne c'hell ket bezañ an doser! Kredabl-bras eo abalamour d'an doser-se ez eo bet lazhet Mawaime ha Kilian. Ne chom nemedon war hent al lazherien. Piv en deus c'hoant tapout ac'hanomp? Bleiner brein! Gellet 'pije lakaat da vlinker evit treiñ a-zehou! Ha n'eo ket graet ar reolennoù evit an archerien ivez?
Treiñ a reomp dre ur straed vihan, straed ar Velli. Dirak ar stal e chomomp a-sav. Mont a reomp er-maez eus an oto, ha merzout a ra Jañ-Loui diouzhtu eo bet torret ar sielloù 'oa bet lakaet ouzh an nor. Neuze e tenn e bistolenn en ur lavaret din chom a-dreñv dezhañ, hep kaozeal. Erru er stal e taoulamm daou zen gwisket e du, bep a gougoul war o fenn. Amzer da Jañ-Loui bukañ e bistolenn etrezek enno setu int skampet kuit dre dor a-dreñv ar stal. Mont a ra Sanchez d'o heul betek koc'hu Douarnenez, met siwazh, koll a ra anezho e-touez an dud.
Emañ bremañ o redek etrezek ar burev, dianalet-holl ar butuner kozh anezhañ. Sellet a ra e pep lec'h evel pa vefe o klask un dra bennak.
Goude bezañ prederiet e ya Sanchez betek e garr da bellgomz d'e genseurted, evito da zont da glask roudoù. Sellet a ran tro-dro din ouzh ar reuz graet gant al laeron er burev. Mont a ran d'ober un dro dre ar stalig. Livadurioù a bep seurt a zo stag ouzh ar mogerioù: Por' Ru war lod, ha war lod all, gweledvaoù, taolennoù-bro, graet un tamm e pep lec'h e Breizh. Unan eus an taolennoù-se 'zo disheñvel he doare diouzh ar re all: ganin-me eo bet graet. Diaes eo kompren ma zaolenn pa vez sellet outi a-dost. Dav 'vez mont betek foñs ar sal da verzet ez eo un Indianez o tougen ur pod bleunioù. En ur c'hornig eus ar sal, ul livadenn a seblant bezañ diechu. Unan eus taolennoù Mawaime eo, skedus, trec'h luc'h al liv glas war al livadurioù all. Sur a-walc'h he doa bet c'hoant da daolenniñ an Natur, an Natur a vez ken tost an Indianed outi. Div lodenn a ya d'ober ar stal: en tu dehou e vez miret kement tra a sell ouzh an tresañ hag ar c'hizellañ: kreionoù-koad, paper a bep seurt liv ha ment, gouaj, plakennoù lino, koad, gomennoù, hag all... Hag en tu all emañ ar binviji da livañ taolennoù kentoc'h: podadoù livaj, barroù-livañ, lien, sternioù. E-kreiz ar sal e oa bet staliet un delwenn en he gwir vent gant Mawaime, unan o tont eus he bro c'henidik, Mec'hiko. Kizellet e oa bet e stumm un delwenn Vaya, ur penn-brezel indian o saludiñ e bobl. Degouezhet ar Sanchez er stal da ginnig din mont da zrebiñ merenn en un ti krampouezh bennak, war an aod. Dindan dek munutenn omp en em gavet eno. Mont a reomp er-maez eus an oto renket brav dirak an ostaleri. Ha ni e-barzh. Ur sal vras eo, enni un daol-gont dirazomp. Tud a bep seurt, pep a vanne dirak o fri, 'zo o trailhañ kaozioù, o c'hoari 'r c'hartoù pe o c'hoari dominoioù. An darn vrasañ eus ar re 'zo o komz 'zo tud kozh anezho, o kontañ o abadennoù pesketa. Hag an holl re a zo o c'hoari 'c'hartoù pe dominoioù a zo c'hoarzh ha kan ganto. An ostiz, un den tavañjer wenn ha blev berr, 'zo gant e dorch-listri o frotañ gwer d'o sec'hiñ, hag ouzh o strollañ war an daol-gont dirazañ. Un eur eo, ha ni o vont da azezañ e-kichen an akwariom, ennañ ur c'hrank ha meur a besk. Glas-mor eo livet ar mogerioù. Dieub ha disammet en em santan.
Degouezhout a ra an ostiz, ur paotr kuilh blev druz, gant div gartenn c'hlas. Ma c'hartenn dirazon e c'houlennan digant Jañ-Loui :
Dek munutenn goude, setu distro an ostiz gant ar gwin hag an daou bladad meskl. A-greiz-holl e c'houlenn Jañ-Loui ganin :
Sell 'ta! Dre te ez a ouzhin bremañ! Sabatuet on gant e c'houlenn ouzhpenn, setu ma choman pellik amzer a-raok respont, o klask ar vesklenn 'zo o paouez kouezhañ er plad a dre ma bizied:
Dav 'vo din lavaret dezhañ pe get?
Derc'hel a ra Jañ-Loui gant e c'houlennoù. Echu ganeomp debriñ ez on kaset d'ar gêr gantañ. Kimiadiñ a reomp. Pignat a ran betek ma ranndi, hag amzer din kemer ma dafarioù-kelenn setu ma klevan korn-boud oto Morwenna a gelenn e Lise J.M ar Brizh ganin. Echu ar vakañsoù, plac'h! Nag a draoù 'zo c'hoarvezet abaoe ma oan bet amañ evit ar wech ziwezhañ! Kerkent ha digoret dor ar sal-glas ganin e tizoloan en-dro aergelc'h trouzus al Lise, ha selloù an holl ouzhin. Soñjal a ran en-dro er pezh am eus gouzañvet en devezhioù tremenet: marv Mawaime, korf Kilian, dibennet ha muturniet euzhus, ha goulennoù iskis Jañ-Loui. Krenañ a ran. Ne c'hellan ket chom amañ. Ret eo din tec'hout alemañ. |
||||||